Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 47:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Bremañ eta selaou kement-mañ, te an hini blijus a zo o chom disoursi, hag a lavar ez kalon: Me ha nikun all ebet; ne zeuin ket da vezañ intañvez, n'anavezin ket kañvoù a vugale!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 47:8
36 Iomraidhean Croise  

pignat a rin a-us da uhelderioù ar c'hoabr, heñvel e vin ouzh an Uhel-Meurbet.


Krenit, c'hwi hag a zo diskiant! Nec'hit, c'hwi hag a zo dibalamour! En em ziwiskit, en em lakait en noazh, gourizit ho tivgroazell.


Gwragez diskiant, savit, selaouit ouzh va mouezh! Merc'hed dibalamour, roit ho skouarn da'm ger!


Rak evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus graet an neñvoù, eñ an Doue en deus stummet an douar, hag e c'hraet hag e ziazezet, ha n'eo ket bet graet evit bezañ goullo met stummet evit kaout annezidi: Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.


Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all, n'eus doue ebet estregedon. Da c'hourizet em eus pa n'anavezes ket ac'hanon,


evit ma vo gouezet eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol n'eus hini ebet estregedon. Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.


Fiziet out ez trougiezh, ha lavaret ec'h eus: Den ne wel ac'hanon. Da furnez ha da anaoudegezh o deus da douellet, hag ec'h eus lavaret ez kalon: Me, ha nikun all ebet.


Savit, pignit etrezek ar vroad a zo e peoc'h hag o chom e surentez, eme an AOTROU. N'o deus na dorojoù na prennoù, hag emaint o chom o-unan.


Dre ma oc'h en em laouenaet, dre ma oc'h bet el levenez o tistrujañ va hêrezh, dre ma hoc'h eus lammet evel un annoar er geot ha c'hwirinet evel kezeg,


Pa savfe Babilon betek an neñvoù, pa lakafe digemeradus lein he c'hreñvlec'h, an distrujerien a yelo enni eus va ferzh, eme an AOTROU.


Setu amañ direizhder da c'hoar Sodom: lorc'hentez. Bez' he doa fonnusted a vara ha didalvoudegezh vak, hi hag he merc'hed, met n'he deus ket nerzhekaet dorn an ezhommeg hag ar paour.


Mab an den, lavar da briñs Tir: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En em uhelaet eo da galon, hag ec'h eus lavaret: Me 'zo un doue, azezet on war dron Doue e-kreiz ar morioù. Petra bennak ma'z out nemet un den ha nann Doue, ec'h eus lakaet da galon evel kalon un doue.


En deiz-se e yelo kannaded eus va ferzh war listri da spontañ Kush en he surentez, hag e vo spouron en o zouez evel e devezh an Ejipt, rak setu, dont a ra.


Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.


te eo, o roue! Te hag a zo deuet da vezañ bras ha kreñv, da vraster en deus kresket betek stekiñ ouzh an neñvoù, ha da ren en em astenn betek pennoù an douar.


Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


Me Nebukadnezar a oa sioul em zi, o vleuniañ em falez,


Met en em uhelaet out a-enep Aotrou an neñvoù hag eo bet degaset dirazout listri ti Doue, evet hoc'h eus gwin enno, te, da re vras, da wragez ha da serc'hed. Meulet ec'h eus an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein, na welont ket, na glevont ket ha n'anavezont ket, ha ne'c'h eus ket roet gloar d'an Doue emañ en e zorn da c'hwezh ha da holl hentoù.


D'an noz-se, Belshazar roue ar Galdeiz a voe lazhet.


Rak, pa vefent kenweet evel spern, ha mezv en o gwin, peurlonket e vint evel plouz sec'h.


Ha kement-se en abeg da c'hastaouerezh fonnus ar c'hast leun a voem, mestrez ar strobinelloù, a werzhe ar broadoù gant he gastaouerezh, hag ar pobloù gant he strobinelloù.


Spontus hag euzhus eo; anezhi hec'h-unan e teuio he barnedigezh hag he braster.


Hounnezh eo ar gêr laouen a veve e surentez, hag a lavare en he c'halon: Me ha netra nemedon! Penaos eo deuet da vezañ ur gouelec'h, un toull evit al loened? Piv bennak a dremeno e-biou dezhi a c'hwitello hag a hejo e zorn.


an enebour a sav dreist kement a c’halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc’h en em reiñ e-unan evel Doue.


Evel-se, o vezañ tapet an traoù en doa graet Mika hag an aberzhour en doa, ec'h errujont war Laish, war ur bobl sioul ha fizius. Hag o lazhjont gant barvenn ar c'hleze, hag e tevjont kêr en tan.


Ar pemp den a yeas, hag ec'h errujont da Laish. Gwelout a rejont penaos ar bobl a oa o chom e surentez eno, en doare ar Sidoniz, sioul ha fizius, hep den ebet oc'h ober poan dezho e tra ebet. Pell e oant diouzh ar Sidoniz, ha n'o doa ket a zarempredoù gant tud all.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan