Skuilhet en deus warnañ e gounnar entanet ha feulster ar brezel, hag e voe tan a bep tu en-dro dezhañ met n'en deus ket komprenet, devet eo bet met n'en deus ket taolet evezh.
Piv ac'h eus aon razañ, gant piv e spontez, evit bezañ lavaret gevier ha tremenet hep kaout soñj ac'hanon? Ha tevel a raen abaoe pell 'zo, n'eo ket gwir? Ha ne zoujes ken ac'hanon.
He saotradur a oa e pleg he sae, n'eo ket bet prederiet gant he diwezh. Izelaet en un doare souezhus, nikun n'he frealz. Sell, AOTROU, va glac'har! An enebour a gemer lorc'h.
Mab an den, lavar da briñs Tir: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En em uhelaet eo da galon, hag ec'h eus lavaret: Me 'zo un doue, azezet on war dron Doue e-kreiz ar morioù. Petra bennak ma'z out nemet un den ha nann Doue, ec'h eus lakaet da galon evel kalon un doue.
Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.
Kement ha ma’z eo en em roet el lorc’h ha ma’z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c’houzañv a estrenvan hag a c’hlac’har. Pa lavar en he c’halon: Azezet on da rouanez, n’on ket intañvez ha ne welin ket ar c’hañv,