Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 47:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 47:6
28 Iomraidhean Croise  

David a respontas da C'had: Me a zo en un enkrez bras. Ra gouezhin bremañ etre daouarn an AOTROU, rak e drugarezioù a zo bras, ha ma ne gouezhin ket etre daouarn an dud.


Va zad en deus lakaet warnoc'h ur yev pounner, met me a lakaio ho yev pounneroc'h c'hoazh. Va zad en deus kastizet ac'hanoc'h gant skourjezoù, met me a raio gant skourjezoù-kruged.


Bez' e oa eno ur profed eus an AOTROU, anvet Oded, a yeas en arbenn d'an arme a zistroe da Samaria, hag a lavaras dezho: Setu, an AOTROU, Doue ho tadoù, a oa fuloret a-enep Juda, hag en deus lakaet anezho etre ho taouarn. O lazhet hoc'h eus gant un egar a zo aet betek an neñvoù.


Neuze e lakaas da bignat a-enep dezho roue ar Galdeiz, a lazhas o zud yaouank dre ar c'hleze e ti o santual. Ha n'en doe truez nag ouzh an den yaouank, nag ouzh ar werc'hez, nag ouzh ar c'hozhiad, nag ouzh ar blev gwenn, a lakaas holl etre e zaouarn.


Nebukadnezar a zegasas da Vabilon an nemorant lezet gant ar c'hleze; hag e voent sklavourien dezhañ ha d'e vibien, betek aotrouniezh rouantelezh Persia,


Met goude m'en doe hon tadoù hegaset Doue an neñvoù, e lakaas anezho etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, ar C'haldead, a zistrujas an ti-mañ hag a harluas ar bobl da Vabilon.


Ra vo o chomlec'h didud, ha ra ne vo den o chom dindan o zeltennoù!


Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.


O bugale a vo friket dindan o daoulagad, o ziez a vo laeret, o gwragez a vo gwallet.


a droe ar bed e ur gouelec'h, a zistruje ar c'hêrioù, ha na zigore ket an ti d'e brizonidi?


an hini a skoe ouzh ar pobloù gant fulor a daolioù dibaouez, an hini a c'houarne ar pobloù gant kounnar, a zo argaset dizamant.


setu perak em eus lakaet pennoù ar santual da zic'hlan, Jakob da verz, hag Israel d'an dismegañs.


Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Babilon.


Yev va direizhderioù a zo ereet gant e zorn. Gweadennet int, hag e pouezont war va gouzoug. Torret en deus va nerzh, an AOTROU en deus va lakaet etre daouarn na c'hellan ket stourm outo.


Klevout a reont ac'hanon oc'h huanadiñ, ha nikun na'm frealz. Va holl enebourien o deus klevet va gwalleur hag o deus laouenaet gant ar pezh ac'h eus graet. Kas a ri an deiz, en disklêrii, ma vint heñvel ouzhin.


An Aotrou en deus distrujet, didruez, holl lec'hioù plijus Jakob. Diskaret en deus, en e fulor, kreñvlec'hioù merc'h Juda, o zaolet en deus d'an douar. Disakret en deus ar rouantelezh hag he fennoù.


Dremm an AOTROU he deus o stlabezet, ne sello ken outo. N'o deus ket doujet an aberzhourien, n'o deus ket bet truez ouzh ar re gozh.


Pennoù a zo bet kroget dre o daouarn, dremm an henaourien n'eo ket bet doujet.


Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.


E-kreiz fonnusted da genwerzh, leuniet out bet a feulster, ha pec'het ec'h eus. Neuze e taolan ac'hanout, disakr, diouzh menez Doue, hag e tistrujan ac'hanout, cherubin diwaller, a-douez ar mein-tan.


En abeg d'ar feulster ec'h eus diskouezet e-keñver da vreur Jakob, e vi goloet a vezh ha lamet kuit da viken.


Rak evel ma hoc'h eus evet war va menez santel, evel-se an holl vroadoù a evo dalc'hmat. Ya, evañ a raint, lonkañ a raint, hag e vint evel ma ne vijent ket bet.


Neuze ael an AOTROU a gomzas o lavarout: AOTROU an armeoù, betek pegoulz na'z po ket truez ouzh Jeruzalem hag ouzh kêrioù Juda, ma'z out kounnaret en o enep abaoe dek vloaz ha tri-ugent?


kounnaret on, eus ur gounnar vras, a-enep ar broadoù peoc'hus-se, rak pa oan un nebeud fuloret, o deus roet sikour d'an droug.


Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc’h.


ur bobl garv o dremmoù, na ziskouezo na doujañs e-keñver an hini kozh na truez e-keñver ar bugel,


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan