Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 47:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Azez sioul, tec'h en deñvalijenn, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet pennrouanez ar rouantelezhioù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 47:5
25 Iomraidhean Croise  

Laka da zremm da splannañ war da servijer, va dieub dre da drugarez.


Lakaet en deus ar brezelioù da baouez betek penn an douar, terriñ a ra ar gwaregoù ha bruzunañ ar goafioù, deviñ a ra ar c'hirri en tan.


Stered an neñvoù hag o steredegoù ne roint ken o lugern, an heol a vo teñvalaet adalek ma vo savet, al loar ne roio ken e sklêrijenn.


Ober a rin anezhi un toull evit an heureuchined, ur c'heun, he skubañ a rin gant skubell an distruj, eme AOTROU an armeoù.


e tistagi ar c'hrennlavar-mañ a-enep roue Babilon, hag e lavari: Penaos en deus echuet ar gwasker? Penaos en deus echuet c'hoantidigezh an aour?


Ha setu, e teu ur c'harr gant un den ha marc'hegerien daou-ha-daou. Hag e komzas o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon! Hag holl skeudennoù he doueoù a zo bet bruzunet d'an douar.


Bezit didrouz, tud a zo o chom war an aod, c'hwi hag a oa leuniet gant marc'hadourien Sidon, ar re a genrede ar mor.


Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.


ha lavaret ec'h eus: Me a vo pennrouanez da virviken! Ha ne'c'h eus ket taolet evezh, na soñjet diwar-benn diwezh an traoù-mañ.


Hag e lakain da baouez en o zouez mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, trouz ar mein-milin ha sklerijenn al lampoù.


Perak e chomomp azezet? Bodadit, deomp d'ar c'hêrioù kreñv, ha bezomp didrouz eno, rak an AOTROU hon Doue en deus graet deomp tevel, ha roet deomp dour ampoezonet da evañ, rak hon eus pec'het a-enep an AOTROU.


Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.


Henaourien merc'h Sion a zo azezet dilavar war an douar. Lakaet o deus poultr war o fenn, gourizet int a seier. Gwerc'hezed Jeruzalem a stou o fenn etrezek an douar.


Met emañ an AOTROU e templ e santelezh. Ra davo an douar holl dirazañ.


Ra davo pep kig dirak an AOTROU! Rak dihunet eo er-maez eus e chomadur santel.


gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic’houloù an deñvalijenn.


Ar wreg ac’h eus gwelet eo ar gêr vras a ren war rouaned an douar.


Kement ha ma’z eo en em roet el lorc’h ha ma’z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c’houzañv a estrenvan hag a c’hlac’har. Pa lavar en he c’halon: Azezet on da rouanez, n’on ket intañvez ha ne welin ket ar c’hañv,


Diwall a ra treid e re garet-mat, met ar re fall a zo dilavar en deñvalijenn, rak an den ne greñvaio ket gant e nerzh e-unan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan