Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 47:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Hon Dasprener a zo anvet AOTROU an armeoù, Sant Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 47:4
12 Iomraidhean Croise  

Mir ivez da servijer diouzh ar pec'hedoù a lorc'h: ra ne vestrognint ket ac'hanon! Neuze e vin eeun ha didamall diouzh pec'hedoù bras.


Na'z pez ket aon, preñvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener.


Evel-henn e komz an AOTROU, ho tasprener, Sant Israel: Abalamour deoc'h em eus kaset tud a-enep Babilon, ha lakaet anezho holl da vezañ tec'hidi, ha youc'h ar Galdeiz a zo klevet war al listri.


Me eo an AOTROU, ho Sant, krouer Israel, ho Roue.


Rak me eo an AOTROU da Zoue, Sant Israel, da Salver, roet em eus an Ejipt evit da zaspren, Etiopia ha Seba ez lec'h.


Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c'hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n'eus Doue all ebet estregedon.


Lakaat a rin da waskerien da zebriñ o c'hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.


Me eo an AOTROU da Zoue, a sko ar mor hag e krog e wagennoù da yudal. AOTROU an armeoù eo e anv.


Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoù e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv.


Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob, hag e dennet eus daouarn unan kreñvoc'h egetañ.


Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan