Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 47:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Kemer ar mein-milin ha mal bleud, distag da ouel, troñs da vrozh, dizolo da zivesker, tremen er stêrioù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 47:2
22 Iomraidhean Croise  

Lavarout a reas d'ar servijer: Piv eo an den-se a zeu er parkeier a-raok deomp? Ar servijer a respontas: Va mestr eo. Hag e kemeras he gouel hag en em c'holoas.


Hag Hanun a dapas servijerien David, a douzas anezho, a droc'has o dilhad dre ar c'hreiz betek krec'h an divorzhed, hag o c'hasas kuit.


ra valo va gwreg evit unan all, ra vo dizenoret gant reoù all!


ha pep kentañ-ganet a varvo e bro Ejipt, adalek kentañ-ganet Faraon, eñ hag a zo azezet war e dron, betek kentañ-ganet ar vatezh a zo a-drek ar maen-milin, kenkoulz ha pep kentañ-ganet al loened.


pa vo serret war ar straed daou stalaf an nor, pa izelaio trouz ar vilin, pa savi da gan al labous, pa wanaio holl verc'hed ar c'han,


evel-se roue Asiria a gaso gantañ sklaved eus Ejipt ha re zalc'het eus Etiopia, yaouank ha kozh, en noazh ha divotoù, gant o feskennoù dizolo, ur vezh evit an Ejipt.


an AOTROU a lakaio moal pennoù merc'hed Sion, an AOTROU a zizoloio o noazhder.


ar melezourioù, al lin fin, an tulbanoù, ar c'habelloù.


Krenit, c'hwi hag a zo diskiant! Nec'hit, c'hwi hag a zo dibalamour! En em ziwiskit, en em lakait en noazh, gourizit ho tivgroazell.


Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.


Me eta ivez a savo pastelloù da zilhad war da zremm, ha da vezh a vo diskouezet.


Hag e lakain da baouez en o zouez mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, trouz ar mein-milin ha sklerijenn al lampoù.


An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.


An dud yaouank o deus douget ar maen-milin, ar vugale o deus brañsellet dindan sammoù koad.


gant aon n'he diwiskfen en noazh, ha na lakafen anezhi evel da zeiz he ganedigezh, ha n'he lakafen heñvel ouzh ur gouelec'h hag ouzh un douar kras, ha na rafen dezhi mervel gant ar sec'hed,


Tremen e-biou, plac'h Shafir, er vezh hag en noazh! Plac'h Zaanan ne gred ket mont er-maez. Kañvoù Bet-Ezel a lam pep skoazell diganeoc'h.


eus daou a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet.


eus daou a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet,


Pep wreg hag a bed pe a brofed diouel he fenn, a zizenor he mestr, bez’ eo evel ma vefe touzet.


Ar Filistined a grogas ennañ, hag e toulljont e zaoulagad, hag e tiskennjont anezhañ da C'haza; ereet e voe gant chadennoù arem. Treiñ a rae ar maen-milin en toull-bac'h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan