Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 47:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 En em zalc'h eta gant da achanterezh ha gant niver bras da strobinelloù, ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz. Marteze e c'helli tennañ gounid diouto, marteze e teui da vezañ spontus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 47:12
22 Iomraidhean Croise  

Kanaouenn ar "Maalod". Va gwasket kalz o deus adalek va yaouankiz, ra lavaro Israel,


Met Faraon a c'halvas ivez ar re fur hag ar sorserien; ha strobinellerien an Ejipt a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù.


Met ar strobinellerien a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù, o lakaat raned da bignat war vro Ejipt.


Ar strobinellerien ne c'helljont ket en em zerc'hel dirak Moizez en abeg d'ar goulioù. Rak ar goulioù a oa war ar strobinellerien evel war an holl Ejipsianed.


Spered an Ejipt a vanko en he c'hreiz, hag e tistrujin he c'huzul; hag e c'houlennint alioù digant an idoloù, an divinourien, ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien.


Me a ra c'hwitañ arouezioù ar c'haouiaded, me a laka da ziskiantaat an divinourien, me a ra kilañ ar re fur, me a dro o anaoudegezh da follentez,


Ma lavarer deoc'h: Goulennit kuzul digant ar speredoù hag ar sorserien, digant ar re a guzulik hag a grozmol, lavarit: Ur bobl, ha ned aio ket da gavout e Zoue? Hag eo digant ar re varv e c'houlenno evit ar re vev?


Pelec'h emañ an doueoù ac'h eus graet? Ra savint, mar gellont da saveteiñ en amzer da walleur. Rak da zoueoù, o Juda, a zo ken niverus ha da gêrioù!


Rak roue Babilon en em zalc'h e kroashent, e penn an daou hent, evit ober divinerezh. Hejañ a ra ar biroù, goulennata a ra an terafim, sellout a ra ouzh an avu.


Ar pezh a c'houlenn ar roue a zo diaes-kenañ, n'eus den hag a c'hellfe diskuliañ anezhañ, nemet an doueoù, met o chomlec'h n'emañ ket e-touez ar c'hig.


Ar roue a c'hourc'hemennas gervel an hudourien, ar steredourien, an divinourien, hag ar Galdeiz, evit displegañ d'ar roue e huñvreoù. Hag e teujont, hag en em zalc'hjont dirak ar roue.


Ha bremañ an dud fur hag ar steredourien a zo bet degaset dirazon evit lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, met ne c'helljont ket reiñ disklêriadenn ar gerioù.


Ar welerien a vo mezhek, hag an diouganerien a ruzio gant an dismegañs, an holl a c'holoio o barv, rak ne vo respont ebet a-berzh Doue.


Ha kement-se en abeg da c'hastaouerezh fonnus ar c'hast leun a voem, mestrez ar strobinelloù, a werzhe ar broadoù gant he gastaouerezh, hag ar pobloù gant he strobinelloù.


An azenez a welas ael an AOTROU, en em vac'has ouzh ar voger hag a waskas troad Balaam ouzh ar voger; skeiñ a reas ganti adarre.


N’o doe ket keuz eus o muntroù, nag eus o sorserezhioù, nag eus o hudurnez, nag eus o laeroñsioù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan