Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 47:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 47:1
36 Iomraidhean Croise  

Hag e chomjont azezet war an douar gantañ e-pad seizh devezh ha seizh nozvezh, hini anezho ne lavaras dezhañ ur ger, rak e weljont e oa e c'hlac'har bras-meurbet.


Hag e kemeras un darbod evit en em gravat, hag ec'h azezas el ludu.


Merc'h Babel, an hini wastet, eürus an den a roio dit ar pezh ac'h eus graet deomp!


gant an hini a zo glan ez out glan, met gant an hini a zo fallakr e rez dezhañ hervez e fallagriezh.


Lakaet ec'h eus troc'h e gleze da blegañ, ne'c'h eus ket e skoazellet er brezel.


Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz.


Lakaat a rin an neñvoù da grenañ, an douar a vo dilec'hiet gant kounnar AOTROU an armeoù, en deiz e gounnar entanet.


Rak an AOTROU en devo truez ouzh Jakob, dibab a raio Israel c'hoazh; adlakaat a raio anezho en o douar, an diavaezidi en em unano outo, hag en em stago ouzh ti Jakob.


Diougan diwar-benn gouelec'h ar mor. Pa dremen arnev ar c'hreisteiz, e teu eus ar gouelec'h, eus ur vro spontus.


ha lavaret en deus: Ne gendalc'hi ken da laouenaat, o merc'h Sidon, gwerc'hez dizenoret! Sav, kae da Gitim, hag aze zoken ne vo diskuizh ebet evidout.


Lakaat a ra da ziskenn ar re a zo o chom en nec'h, pilat ar ra ar gêr savet e-krec'h, he fil betek an douar, he zaol er boultrenn.


He dorojoù a huanado hag a vo er c'hañv, ha, glac'haret, ec'h azezo d'an douar.


setu ar gomz en deus disklêriet an AOTROU a-enep dezhañ: Disprizañ a ra ac'hanout, c'hoarzhin a ra ouzhit, ar werc'hez merc'h Sion. Hejañ a ra he fenn war da lerc'h, merc'h Jeruzalem.


Hej ar boultrenn diwarnout, sav, Jeruzalem! Distag ereoù da c'houzoug, merc'h Sion, sklavez!


Lavar d'ar roue ha d'ar rouanez: En em izelait hag azezit, rak kurunenn ho kloar a zo kouezhet diwar ho pennoù.


Pign da C'halaad da gemer balzamoù, gwerc'hez merc'h an Ejipt! En aner e liesaez al louzeier, ne vi ket pareet.


Diskenn eus da c'hloar hag azez war an douar krazet, annezadez, merc'h Dibon! Rak distrujer Moab a bign a-enep dit, diskaret en deus da greñvlec'hioù.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU a-enep Babilon hag a-enep bro ar Galdeiz, dre ar profed Jeremiaz, er gerioù-se:


Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Babilon.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e lakaan da sevel un avel a zistruj a-enep Babilon hag a-enep an holl dud a zo o chom e kalon va enebourien.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Merc'h Babilon a zo evel ul leur en amzer ma vez mac'het, c'hoazh un nebeudig hag e teuio amzer hec'h eost.


Mezhek e oamp, a lavarot, o klevout an dismegañsoù hon eus klevet. Ar vezh he deus goloet hon dremmoù, pa'z eo deuet diavaezidi a-enep santualioù ti an AOTROU.


Henaourien merc'h Sion a zo azezet dilavar war an douar. Lakaet o deus poultr war o fenn, gourizet int a seier. Gwerc'hezed Jeruzalem a stou o fenn etrezek an douar.


An den yaouank hag an den kozh a zo gourvezet war an douar er straedoù. Va gwerc'hezed ha va re zibabet a zo kouezhet dre ar c'hleze. Lazhet ec'h eus da zeiz da gounnar, mouget ec'h eus didruez.


Ar re a zebre meuzioù blizidik a varv er straedoù. Ar re a oa desavet e ruz-moug a vriata an teil.


Holl briñsed ar mor a ziskenno diwar o zron, lemel a raint o mantilli, hag e tiwiskint o dilhad a vroderezh. Hag e wiskint ar spont, hag ec'h azezint war an douar, ha da bep mare e krogo ar spont enno; skoet e vint gant an aon en abeg dit.


Da galon a zo en em uhelaet en abeg da'z kaerder, hag ec'h eus gwashaet da furnez en abeg da'z splannder. Da deurel a rin d'an douar, hag e lakain ac'hanout dirak ar rouaned evit ma sellint ouzhit.


Ar gomz-se a zeuas betek roue Ninive, a savas eus e dron, a lamas diwarnañ e vantell, en em c'holoas gant ur sac'h hag a azezas war al ludu.


Diskar a rin tron ar rouantelezhioù, distrujañ a rin nerzh rouantelezhioù ar broadoù, diskar a rin ar c'hirri hag ar re a bign warno. Ar c'hezeg hag ar re a bign warno a vo taolet d'an traoñ, an eil dre gleze egile.


En em savete, Sion, te hag a zo o chom e ti merc'h Babilon!


Kement ha ma’z eo en em roet el lorc’h ha ma’z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c’houzañv a estrenvan hag a c’hlac’har. Pa lavar en he c’halon: Azezet on da rouanez, n’on ket intañvez ha ne welin ket ar c’hañv,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan