Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 45:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Me a stumm ar sklêrijenn, me a grou an deñvalijenn, me a ra an eurvad, me a grou ar gwalleur, me an AOTROU a ra kement-se.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 45:7
39 Iomraidhean Croise  

Ha ne'c'h eus ket desket em eus kempennet kement-se abaoe pell 'zo, hag abaoe an amzerioù koshañ em eus graet an diviz-se? Bremañ e lakaan an traoù-se d'en em gavout, emaout aze evit lakaat ar c'hêrioù kreñv e bernioù dismantroù.


Ha setu amañ an traoù a vires din ez kalon! Gouzout a ran e oant ganit.


Met e lavaras dezhi: Komz a rez evel ur wreg diskiant. Resev a reomp ar mad a-berzh Doue, ha ne resevfemp ket ar gwalleur? E kement-se holl, Job ne bec'has ket dre e vuzelloù.


Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,


Kas a reas an deñvalijenn hag e reas an dic'houloù, ha ne voent ket disent ouzh e gomz.


An AOTROU a roio nerzh d'e bobl. An AOTROU a vennigo e bobl dre ar peoc'h.


Dit-te eo an deiz, dit-te ivez eo an noz. Te eo a grouas ar sklêrijenn hag an heol.


Rak n'eo ket eus ar sav-heol, nag eus ar c'huzh-heol, nag eus ar gouelec'h e teu ar savidigezh,


Eus genoù ar vugale vihan hag ar magadelled ec'h eus tennet da veuleudi, en abeg da'z enebourien hag evit kas d'ar sioulded an enebour hag an hini disentus.


Dont a reas etre kamp an Ejipsianed ha kamp Israel. Hag e voe ur goabrenn deñval ouzh un tu, hag a roe gouloù en noz ouzh an tu all. Ne dostaas ket ur c'hamp ouzh egile e-pad an noz holl.


Koulskoude, eñ eo an hini a zo fur. Lakaat a ra ar poanioù da zont, ne dorr ket e gomzoù, sevel a raio a-enep ti ar re zrouk, hag a-enep sikour ar re a ra direizhder.


Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.


Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, an hini en deus da stummet adalek ar c'hof: Me eo an AOTROU, an hini a ra an holl draoù, an hini en deus astennet an neñvoù ha kompezet an douar, eñ e-unan.


Ar gwalleur a zeuio warnout, ha na'z po ket gwelet e zegouezhout. Ne c'helli ket distreiñ ar glac'har a gouezho warnout, hag an distruj a zeuio warnout trumm, hep gouzout dit.


Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak eñ eo en deus graet an holl draoù, hag Israel eo meuriad e hêrezh. AOTROU an armeoù eo e anv.


Roit gloar d'an AOTROU ho Toue, a-raok ma lakaio an deñvalijenn da zont, a-raok ma stoko ho treid ouzh ar menezioù teñval. Gortoz a rit ar sklerijenn, met eñ he zroio e skeud ar marv hag he c'haso en un deñvalijenn don.


Evel-henn e komz an AOTROU, a ro an heol evit bezañ sklerijenn an deiz, a reizh al loar hag ar stered evit bezañ sklerijenn an noz, a faout ar mor hag e goummoù a groz, a zo e anv AOTROU an armeoù:


Bet out ur morzhol din, ur benveg a vrezel, drezout em eus brevet broadoù, drezout em eus distrujet rouantelezhioù,


Ar gwalleur hag an eurvad, ha ne zeuont ket eus mouezh an Uhel-Meurbet?


Abalamour dit, e teñvalain an holl c'houlaouennoù a sklêrijenn an neñvoù, hag e skuilhin an deñvalijenn war da vro, eme an Aotrou AOTROU.


Eñ eo a ziskuilh an traoù don ha kuzhet, hag a anavez ar pezh a zo en deñvalijenn. Emañ ar sklêrijenn o chom gantañ.


devezh a deñvalijenn hag hep gouloù, devezh a goumoul hag a goabr. Evel m'en em astenn ar gouloù-deiz war ar menezioù, setu ur bobl vras ha galloudus, evel n'eus ket bet en holl amzerioù, hag evel na vo ken war he lerc'h a oad da oad.


Hag e sono ar shofar en ur gêr hep na vo spontet ar bobl? Hag e c'hoarvezo ur gwalleur en ur gêr hep n'en devo e c'hraet an AOTROU?


Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.


Klaskit an AOTROU hag e vevot, gant aon na grogfe evel un tan war di Jozef, ha na zebrfe anezhañ hep den d'e vougañ e Betel,


Met dre ul liñvadenn e raio un distruj klok eus lec'h ar gêr-mañ, hag an deñvalijenn a redo war-lerc'h e enebourien.


evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet.


Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.


pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec’h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant.


gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic’houloù an deñvalijenn.


penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan