Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 45:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all, n'eus doue ebet estregedon. Da c'hourizet em eus pa n'anavezes ket ac'hanon,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 45:5
28 Iomraidhean Croise  

evit ma'c'h anavezo holl bobloù an douar eo an AOTROU a zo Doue ha n'eus hini all ebet,


Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda.


Diliammañ a ra gouriz ar rouaned, hag ec'h ere o divgroazell gant ar gordenn.


Skuilhañ a ra an dispriz war ar briñsed, hag e tiere gouriz ar c'halloudeien.


Hent Doue a zo peurvat, ger an AOTROU a zo amprouet. Ur skoed eo evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.


Rak piv a zo Doue, nemet an AOTROU, ha piv a zo ur roc'h, nemet hon Doue?


Doue eo an hini am gouriz gant nerzh, hag a laka va hent da vezañ e savete,


Skeiñ a ran anezho ha ne c'hellont ket adsevel, kouezhañ a reont dindan va zreid.


dre ma'z out bras hag e rez traoù burzhudus. Te a zo Doue, te hepken.


rak ar wech-mañ e kasin va holl c'houlioù war da galon, war da servijerien ha war da bobl, evit ma ouezi penaos n'eus hini ebet heñvel ouzhin war an douar holl.


e wiskañ a rin gant da doneg, e c'hourizañ a rin gant da c'houriz, lakaat a rin da c'halloud etre e zaouarn, hag e vo un tad evit tud Jeruzalem hag evit ti Juda.


Bremañ eta AOTROU hon Doue, dieub ac'hanomp eus e zorn, evit ma ouezo holl rouantelezhioù an douar penaos out-te an AOTROU hepken.


C'hwi a zo va zestoù, eme an AOTROU, gant va servijer am eus dibabet, evit anavezout, krediñ ha kompren, ez on me an hini hag a zo. N'eus ket bet a zoue graet a-raok din, ha ne vo ket war va lerc'h.


Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c'hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n'eus Doue all ebet estregedon.


N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet. Ha ne'm eus ket e roet da anavezout dit ha kemennet abaoe pell 'zo? C'hwi a zo va zestoù: Hag-eñ ez eus un doue estregedon? N'eus ket ur roc'h all, n'anavezan ket unan all.


Evel-henn e komz an AOTROU ouzh e olevad, ouzh Kiruz, an hini am eus kroget en e zorn dehou, evit mestroniañ dirazañ ar broadoù, evit dizeren gourizoù ar rouaned, evit digeriñ dirazañ an dorojoù, hag an dorojoù ne vint ket serret:


evit ma vo gouezet eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol n'eus hini ebet estregedon. Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.


Ho pet soñj eus traoù kentañ an amzer gozh, rak me a zo Doue ha n'eus ket un doue all, n'eus hini ebet eveldon.


Bremañ eta selaou kement-mañ, te an hini blijus a zo o chom disoursi, hag a lavar ez kalon: Me ha nikun all ebet; ne zeuin ket da vezañ intañvez, n'anavezin ket kañvoù a vugale!


Nerzhekaat a rin divrec'h roue Babilon, hag e lakain va c'hleze en e zorn, met e torrin divrec'h Faraon, a laosko hirvoudoù dirazañ evel un den gloazet d'ar marv.


Gouzout a reot ez on e-kreiz Israel, hag ez on an AOTROU ho Toue, ha n'eus hini all ebet. Ha va fobl ne vo biken mezhek.


Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.


Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.


Diskouezet eo bet dit evit ma'c'h anavezi penaos eo Doue an AOTROU, ha n'eus hini all ebet nemetañ.


Gouez eta hiziv ha merk ez kalon penaos eo Doue an AOTROU, d'an nec'h en neñv ha d'an traoñ war an douar, ha n'eus hini all ebet nemetañ,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan