Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 45:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Reiñ a rin dit an teñzorioù kuzhet, ar pinvidigezhioù ar muiañ skoachet, evit ma'c'h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c'halv ac'hanout dre da anv, me Doue Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 45:3
15 Iomraidhean Croise  

Ha bremañ, AOTROU Doue Israel, ra vo peurc'hraet ar gomz ac'h eus disklêriet da Zavid da servijer.


Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda.


Moizez a lavaras d'an AOTROU: Sell, e lavarez din: Laka ar bobl-se da bignat! Ha ne'c'h eus ket roet da anavezout din an hini a dleez kas ganin. Koulskoude ec'h eus lavaret: Da anavezout a ran dre da anv ha kavet ec'h eus trugarez dirak va daoulagad.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Ober a rin ar pezh a lavarez, rak kavet ec'h eus trugarez dirak va daoulagad.


disklêrit an traoù en em gavo diwezhatoc'h, hag e ouezimp ez oc'h doueed; grit mat pe drouk, hag e welimp, hag ec'h eveshaimp a-gevret.


Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na'z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c'halvet em eus dre da anv, din-me out.


Me eo, me eo am eus komzet ha galvet anezhañ; me am eus e zegaset, hag e teuio a-benn d'e hent.


Selaouit, inizi! Bezit evezhiek, pobloù a-bell! An AOTROU en deus va galvet adalek ar c'hof, meneget en deus va anv adalek askre va mamm.


Met en em gavout a reas en o zouez dek den a lavaras da Ismael: N'hol laka ket d'ar marv, rak hon eus er parkeier boued kuzhet, gwinizh, heiz, eoul ha mel. Hag e paouezas ha n'o lakaas ket d'ar marv gant o breudeur.


Deuit a-enep dezhi a bep tu, digorit he solieroù, mac'hit anezhi evel bernioù, kasit anezhi da get, ra ne vano ken netra!


Ar c'hleze a zo war he c'hezeg, war he c'hirri ha war an dud a bep meskaj a zo en o zouez: ra zeuint da vezañ evel maouezed! Ar c'hleze a zo war he zeñzorioù: ra vint preizhet!


Te hag a zo o chom war galz a zour, te hag ac'h eus teñzorioù e-leizh, da ziwezh a zo deuet, muzul da c'hounid direizh a zo leun.


Pa savfe Babilon betek an neñvoù, pa lakafe digemeradus lein he c'hreñvlec'h, an distrujerien a yelo enni eus va ferzh, eme an AOTROU.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan