pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha pep krec'hienn a vo izelaet, al lec'hioù gwariet a vo eeunaet, al lec'hioù torgennek a zeuio da vezañ plaenennoù;
Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.
me eo am eus savet hemañ gant reizhder ha plaenaet e holl hentoù. Eñ a adsavo va c'hêr hag a gaso en-dro va re zalc'het, hep resev paeamant na donezon, eme AOTROU an armeoù.
Tud kreñv Babilon o deus paouezet da stourm hag en em zalc'hont er c'hreñvlec'hioù, o nerzh a zo aet da netra, deuet int evel maouezed, devet eo he ziez, hag he frennoù a zo torret.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mogerioù Babilon, ken ledan, a vo diskaret en o fezh, o dorojoù, ken uhel, a vo devet dre an tan. Evel-se ar pobloù o devo labouret en aner, hag ar broadoù o devo skuizhet evit an tan.
Hag e welis an tourz o skeiñ war ar c'huzh-heol, war an hanternoz ha war ar c'hreisteiz, ha loen ebet ne c'helle derc'hel dirazañ, ha ne oa den da zieubiñ eus e zorn. Ober a rae ar pezh a felle dezhañ, hag e teuas da vezañ bras.