Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 44:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stêrioù war an douar disec'h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 44:3
38 Iomraidhean Croise  

Hag e weli da lignez o kreskiñ, ha da ziskennidi o liesaat evel geot an douar.


Treiñ a ra ar gouelec'h e stank, hag an douar sec'h e mammennoù dour,


Salm David, pa oa e gouelec'h Juda.


Distroit pa damallan ac'hanoc'h. Setu, e skuilhin warnoc'h eus va spered, hag e roin deoc'h da gompren va c'homzoù.


Me eo an AOTROU, an hini he diwall; me he douro e pep amzer, me he miro noz-deiz, gant aon na vefe graet droug dezhi.


ken na vo skuilhet warnomp ar Spered eus an nec'h, ha ma vo troet ar gouelec'h en ul liorzh frouezhus, ha ma vo sellet al liorzh frouezhus evel ur goadeg.


Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.


An ezhommeien hag ar beorien a glask dour, ha n'eus ket; o zeod a zo disec'het gant an itik. Me an AOTROU o selaouo. Me Doue Israel ne zilezin ket anezho.


da lignez a vije evel an traezh, ha diskennidi da gof evel e c'hreun, da anv ne vije ket bet lamet na diverket a-zirazon.


N'o deus ket bet sec'hed p'en deus lakaet anezho da gerzhout dre ar gouelec'hioù, lakaet en deus da darzhañ evito dour eus ar roc'h, faoutet en deus ar roc'h ha ruilhet o deus an dourioù.


N'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an tommder hag an heol ne skoint ken warno, rak an hini en deus truez outo a reno anezho, hag o degaso d'ar mammennoù dour.


Ar re holl hag o deus sec'hed, ra zeuint d'an doureier! C'hwi zoken hep arc'hant, deuit, prenit ha debrit! Deuit, prenit hep arc'hant gwin ha laezh, hep paeañ!


Hag evidon-me setu an emglev a rin ganto, eme an AOTROU, va Spered hag a zo warnout ha va c'homzoù am eus lakaet ez kenoù, ned aint ket kuit eus da c'henoù nag eus genoù da lignez, nag eus genoù lignez da lignez, eme an AOTROU, adalek bremañ ha da viken.


O gouenn a vo anavezet e-touez ar broadoù, hag o diskennidi e-touez ar pobloù. Ar re holl o gwelo a anavezo anezho evit ur ouenn benniget gant an AOTROU.


Ne labourint ken en aner, ne c'hanint ken evit ar spouron, rak lignez venniget an AOTROU e vint, hag o diskennidi ganto.


Leuniañ a rin anezho a vennozhioù, int ha tro-dro va c'hrec'h, hag e koulz e lakain glav da gouezhañ: bez' e vint glaveier a vennozh.


Lakaat a rin va Spered en ho tiabarzh, hag e rin deoc'h kerzhout em reolennoù ha mirout va barnedigezhioù, evit ober diouto.


Ha ne guzhin ken va dremm outo, rak em bo skuilhet va Spered war di Israel, eme an Aotrou AOTROU.


Hag e lavaras din: An doureier-se a ya da rannvro ar sav-heol, hag e tiskennint er blaenenn, hag ez aint er mor. Pa vint en em daolet er mor, e zoureier a zeuio da vezañ yac'h.


Hadit hervez ar reizhder, medit hervez an drugarez, freuzit douaroù nevez, rak poent eo klask an AOTROU, betek ma teuio ha ma lakaio ar reizhder da c'hlaviañ warnoc'h.


Gouzout a reot ez on e-kreiz Israel, hag ez on an AOTROU ho Toue, ha n'eus hini all ebet. Ha va fobl ne vo biken mezhek.


Hag e c'hoarvezo goude an traoù-se ma skuilhin va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc'hed a brofedo, ho tud kozh o devo huñvreoù hag ho tud yaouank o devo gweledigezhioù.


Rak setu, en deizioù-se hag en amzer-se, pa lakain da zistreiñ harluidi Juda ha Jeruzalem,


En deiz-se e tevero ar menezioù a win, al laezh a ruilho war ar c'hrec'hiennoù, an dour a redo en holl wazhioù Juda. Un eienenn a zeuio er-maez eus ti an AOTROU hag a zouraio traonienn Sitim.


Ha nemorant Jakob a vo e-touez pobloù niverus, evel ur glizh a zeu a-berzh an AOTROU, evel takadennoù glav war ar geot, ha ne c'hortozont netra a-berzh an den ha ne esperont netra digant mibien an den.


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec’hioù sec’h da glask diskuizh, ha ne gav ket.


An holl grederien amdroc’het a oa deuet gant Pêr a voe souezhet o welout e oa skuilhet ivez donezon ar Spered-Santel war ar baganed.


Erruout a raio en deizioù diwezhañ, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc’hed a brofedo, ho tud yaouank o devo gweledigezhioù hag ho tud kozh o devo huñvreoù.


Savet eta a-zehou da Zoue, resevet en deus digant an Tad promesa ar Spered-Santel ha skuilhet en deus ar pezh a welit hag a glevit bremañ.


Rak ar bromesa a zo evidoc’h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c’halvo an Aotrou hon Doue anezho.


Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D’an hini en deus sec’hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.


Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan