Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 43:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ra vo dastumet an holl vroadoù a-gevret, ra vo bodet ar pobloù. Piv en o zouez en deus disklêriet kement-se? Piv en deus lakaet da glevout an traoù tremenet? Ra zegasint o zestoù, ra en em reishaint, ra vint klevet, ra vo lavaret: Ar wirionez eo!

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 43:9
17 Iomraidhean Croise  

Salm Azaf. Doue, an AOTROU Doue, en deus komzet ha galvet an douar, eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol.


Tostait, broadoù, da selaou! Ha c'hwi, pobloù, bezit evezhiek! Ra selaouo an douar, ha kement a zo ennañ! Ar bed ha kement a zeu diwarnañ!


Inizi, tavit evit va selaou, ra gemero ar pobloù nerzhoù nevez, ra dostaint ha ra gomzint! Tostaomp a-gevret evit ar varnedigezh.


Degas soñj din, divizomp a-gevret, gra da gont evit bezañ reishaet.


Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c'hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n'eus Doue all ebet estregedon.


Me a zisklêr an diwezh adalek ar penn-kentañ, hag an dazont abaoe pell. Me a lavar: Va mennad a zalc'ho, hag e rin kement a fell din.


En em vodit holl, ha selaouit: Pehini anezho en deus disklêriet an traoù-se? An AOTROU en deus e garet: eñ a gaso da benn e blijadur a-enep Babilon, e vrec'h a vo a-enep ar Galdeiz.


Disklêriet em eus abaoe pell 'zo an traoù kentañ, deuet int eus va genoù, o embannet em eus, souden em eus graet anezho, hag ez int c'hoarvezet.


Hastit ha deuit, c'hwi holl vroadoù a-ziwar-dro, en em zastumit. Eno, AOTROU, gra da'z tud kreñv diskenn!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan