Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 43:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Pa dreuzi an doureier e vin ganit, ar stêrioù ne c'holoint ket ac'hanout. Pa gerzhi dre an tan ne vi ket devet, hag ar flamm ne guzumo ket ac'hanout.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 43:2
40 Iomraidhean Croise  

Eus c'hwec'h anken e tieubo ac'hanout, ha d'ar seizhvet an droug ne stoko ket ouzhit.


Pa gerzhin zoken e traonienn skeud ar marv, ne'm bo aon rak droug ebet, rak te a zo ganin: da vazh ha da walenn eo am dic'hlac'har.


Evel-se pep den leal a aspedo ac'hanout en amzer ma vez kavet. Ha pa zic'hlanno an doureier bras, ne vo ket tapet ganto.


Rak hon amprouet ec'h eus, o Doue! Lakaet ec'h eus ac'hanomp da dremen dre an teuzlestr evel an arc'hant.


lakaet ez poa tud da bignat war hor pennoù, aet e oamp en tan hag en dour, met hol lakaet ec'h eus er frankiz hag er fonnusted.


Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.


Met mibien Israel a gerzhas e-kreiz ar mor war ar sec'h, hag an doureier a rae ur voger a-zehou hag unan all a-gleiz.


Hag e lavaras: Me a vo ganit, ha setu amañ evit sin dit eo me a gas ac'hanout: Pa ez po degaset va fobl kuit eus an Ejipt, e servijot Doue war ar menez-mañ.


Gweladennet e vi gant AOTROU an armeoù, gant kurunoù, krenioù-douar, trouz bras, korventenn, arnev, flamm un tan loskus.


Setu e teu anv an AOTROU eus a-bell, entanet eo e gounnar, pounner e vec'h, leun a imor eo e vuzelloù, e deod a zo evel un tan loskus,


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.


Na'z pez ket aon, preñvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener.


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit. Degas a rin da rummad eus ar sav-heol, dastum a rin da lignez eus ar c'huzh-heol.


N'ho pet ket aon rak roue Babilon, ma hoc'h eus aon dirazañ, n'ho pet ket aon razañ, eme an AOTROU, rak me a zo ganeoc'h evit ho saveteiñ hag ho tieubiñ eus e zorn,


Te eta, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, rak emaon ganit. Kas a rin da get an holl vroadoù am bo da gaset enno. Ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, koulskoude ne zalc'hin ket ac’hanout evit didamall.


Hag an tri den-mañ, Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a gouezhas ereet e-kreiz ar fornez-dan grizias.


Agge, kannad an AOTROU, a gomzas d'ar bobl hervez urzh an AOTROU, o lavarout: Me a zo ganeoc'h, eme an AOTROU.


An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.


Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.


Ra vo an Aotrou Jezuz-Krist gant da spered! Ar c’hras ra vo ganeoc’h! Amen.


Dre ar feiz e treuzjont ar mor Ruz evel pa vije bet douar sec’h, an Ejiptiz o vezañ esaeet tremen a voe beuzet.


Den ne zalc'ho dirazout e-pad holl zeizioù da vuhez; me a vo ganit evel ma'z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac'hanout, ne zilezin ket ac'hanout.


Ha ne'm eus ket gourc'hemennet dit: En em galoneka ha bez kreñv? Na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma'z i.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan