Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 42:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Setu, c'hoarvezet eo an traoù kentañ hag e tisklêrian reoù nevez, hag o roan deoc'h da glevout a-raok m'en em gavint.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 42:9
16 Iomraidhean Croise  

Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gêr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.


Setu ez an d'ober un dra nevez, emañ bremañ o vleuniañ, ha n'anavezit ket? Lakaat a rin un hent er gouelec'h, ha stêrioù el lec'h didud.


Disklêriet em eus abaoe pell 'zo an traoù kentañ, deuet int eus va genoù, o embannet em eus, souden em eus graet anezho, hag ez int c'hoarvezet.


disklêriet em eus dit an traoù-mañ abaoe pell 'zo, roet em eus anezho da glevout dit kent dezho c'hoarvezout, gant aon na lavarfes: Va idol eo en deus o graet, va skeudenn gizellet pe va skeudenn deuzet he deus o gourc'hemennet.


Klevet ec'h eus! Gwel anezho holl! Ha n'embannot ket anezho hoc'h-unan? Reiñ a ran dit da glevout bremañ traoù nevez, traoù kuzhet ha n'anavezes ket.


Me en lavar deoc’h adalek bremañ, a-raok ma’c’h erruo an dra, evit pa c’hoarvezo, ma kredot emaon.


E holl oberoù a zo anavezet gant Doue a bep amzer.


Ne c'hwitas komz ebet an holl gomzoù mat lavaret gant an AOTROU da di Israel, kement tra a voe peurc'hraet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan