8 Me eo an AOTROU, hennezh eo va anv, ne roin ket va gloar da unan all, na va meuleudi d'ar skeudennoù kizellet.
Kanit gloar e anv, meulit anezhañ, roit dezhañ gloar.
Ra vint mezhus, ra vint spontet da viken, ra vint rentet pinous ha ma'z aint da get!
Ne stoui ket dirak un doue all rak an AOTROU en em c'halv un Doue gwarizius; un Doue gwarizius eo.
Kement-se evit ma kredint ez eo en em ziskouezet dit an AOTROU , Doue o zadoù, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob.
Me eo, me eo an hini a zo an AOTROU, n'eus salver ebet estregedon.
Rak me eo an AOTROU da Zoue, Sant Israel, da Salver, roet em eus an Ejipt evit da zaspren, Etiopia ha Seba ez lec'h.
Abalamour din, abalamour din-me va-unan e ran kement-se. Rak penaos e vefe disakret va anv? Ne roin ket va gloar da unan all.
disklêriet em eus dit an traoù-mañ abaoe pell 'zo, roet em eus anezho da glevout dit kent dezho c'hoarvezout, gant aon na lavarfes: Va idol eo en deus o graet, va skeudenn gizellet pe va skeudenn deuzet he deus o gourc'hemennet.
Klevet ec'h eus! Gwel anezho holl! Ha n'embannot ket anezho hoc'h-unan? Reiñ a ran dit da glevout bremañ traoù nevez, traoù kuzhet ha n'anavezes ket.
Evel-henn e komz an AOTROU a grou, an AOTROU hag en deus aozet evit kas da benn, a zo e anv an AOTROU:
Evañ a rejont gwin, hag e veuljont an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein.
evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.
Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, a-raok ma voe Abraham, emaon.
Ma ne virez ket an holl gomzoù eus al lezenn-mañ, a zo skrivet el levr-mañ, o toujañ anv glorius ha spontus an AOTROU da Zoue,