Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.
Ha setu ur bobl preizhataet ha diwisket; emaint holl chadennet e toulloù, kuzhet e toulloù-bac'h; deuet int da vezañ ur preizh ha nikun na zieub anezho, un diwisk ha den na lavar: Daskor!
evit lavarout d'ar re zalc'het: It er-maez! ha d'ar re a zo en deñvalijenn: En em ziskouezit! Peuriñ a raint a-hed an hentoù, hag e kavint pradennoù war an holl grec'hiennoù.
Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,
Liesaet ec'h eus ar vroad, kresket ec'h eus he levenez, laouenaat a reont dirazout, evel ma laouenaer da vare an eost, evel ma youc'her gant levenez o lodennañ an diwisk.
Gouzañv a rin fulor an AOTROU, rak pec'het em eus a-enep dezhañ, betek ma tifenno va c'haoz ha ma raio reizhder din. Va c'has a raio er-maez d'ar sklêrijenn, hag e welin e reizhder.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,
aliañ a ran ac’hanout da brenañ diganin aour amprouet dre an tan evit dont da vezañ pinvidik, ha dilhad gwenn evit bezañ gwisket ha chom hep diskouez ar vezh eus da noazhder, ha louzoù da oleviñ da zaoulagad evit ma weli.