Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 42:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Me an AOTROU am eus da c'halvet evit ar reizhder; kregiñ a rin ez torn, da ziwall a rin, me a raio dit bezañ un emglev d'ar bobl, ur sklêrijenn d'ar broadoù,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 42:6
36 Iomraidhean Croise  

Mirout a rez ur peoc'h asur d'an hini a zo nerzhus e galon, dre m'en em fiz ennout.


Me eo an AOTROU, an hini he diwall; me he douro e pep amzer, me he miro noz-deiz, gant aon na vefe graet droug dezhi.


Setu, ur roue a reno hervez ar reizhder, ha priñsed a c'houarno gant eeunder.


Rak me eo an AOTROU da Zoue, me a grogin ez torn dehou, hag e lavarin dit: Na'z pez ket aon, da sikour a rin.


Piv en deus lakaet da sevel eus ar sav-heol an hini emañ ar reizhder oc'h heuliañ e gammedoù? Piv en deus roet dezhañ ar broadoù ha lakaet anezhañ da ren war ar rouaned? Lakaet en deus anezho evel poultr gant e gleze, hag evel plouz o nijal gant e wareg.


Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.


Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na'z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c'halvet em eus dre da anv, din-me out.


Evel-henn e komz an AOTROU ouzh e olevad, ouzh Kiruz, an hini am eus kroget en e zorn dehou, evit mestroniañ dirazañ ar broadoù, evit dizeren gourizoù ar rouaned, evit digeriñ dirazañ an dorojoù, hag an dorojoù ne vint ket serret:


me eo am eus savet hemañ gant reizhder ha plaenaet e holl hentoù. Eñ a adsavo va c'hêr hag a gaso en-dro va re zalc'het, hep resev paeamant na donezon, eme AOTROU an armeoù.


Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.


Evel-henn e komz an AOTROU: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus en deiz ar silvidigezh; da ziwall a rin, da lakaat a rin da vezañ va emglev gant ar bobl, evit adsevel ar vro, evit lodennañ an hêrezhioù dismantret,


Ha mar deskont hentoù va fobl, mar touont dre va anv: An AOTROU a zo bev! evel m'o deus desket da'm fobl touiñ dre Vaal, e vint savet e-kreiz va fobl.


rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec’hedoù.


ar sklêrijenn a dle sklaeriañ ar vroadoù ha gloar da bobl Israel.


Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.


Rak evel-se en deus an Aotrou gourc’hemennet deomp: Da lakaet em eus evel sklêrijenn evit ar broadoù, evit degas ar silvidigezh betek pennoù pellañ an douar.


penaos ar C’hrist a dlee gouzañv poan ha penaos, kentañ adsavet a-douez ar re varv, e tlee kemenn ar sklêrijenn d’ar bobl ha d’ar broadoù.


Holl bromesaoù Doue a zo “ya” ennañ hag “Amen” ennañ, evit gloar Doue drezomp.


ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc’h eget hini Abel.


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


hag a resevas ivez digant Abraham an deog eus kement en doa kemeret, a dalv da lavarout da gentañ roue ar reizhder hervez e anv, ouzhpenn a oa roue Salem da lavarout eo roue a beoc’h,


Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,


Met bremañ en deus resevet ur ministrerezh kement uheloc’h ma’z eo an hanterour eus un emglev kalz gwelloc’h hag a zo bet savet war gwelloc’h promesaoù.


Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c’halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan