Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 42:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 42:16
40 Iomraidhean Croise  

Rak an AOTROU ne lezo ket e bobl, ha ne zilezo ket e hêrezh.


Ar pezh a zo kamm ne c'hell ket en em eeunañ, hag ar pezh a vank ne c'hell ket bezañ niveret.


Sell ouzh oberenn Doue, rak piv a c'hello eeunañ ar pezh en deus kammet?


Hent an hini reizh a zo eeun, hag e plaenaez e hent d'an den reizh.


En deiz-se e klevo ar vouzared komzoù al levr, ha daoulagad an dalled a welo, rak dieubet ez int eus an amc'houloù hag eus an deñvalijenn.


Ar re a oa dianket o spered a zeuio da vezañ skiantek, ar re a grozmole a zesko ar gelennadurezh.


Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!


Ha pa'z eot a-zehou pe a-gleiz, da zivskouarn a glevo a-dreñv dit ur vouezh a lavaro: Amañ emañ an hent, kerzhit ennañ.


Neuze daoulagad ar re a wel ne vint ken dall, divskouarn ar re a glev a vo evezhiek,


Neuze daoulagad an dalled a vo digoret, divskouarn ar vouzared a vo distouvet,


Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.


pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha pep krec'hienn a vo izelaet, al lec'hioù gwariet a vo eeunaet, al lec'hioù torgennek a zeuio da vezañ plaenennoù;


An ezhommeien hag ar beorien a glask dour, ha n'eus ket; o zeod a zo disec'het gant an itik. Me an AOTROU o selaouo. Me Doue Israel ne zilezin ket anezho.


Redet en deus war o lerc'h, hag e tremen e peoc'h dre un hent n'en doa biskoazh aet e dreid warnañ.


Mont a rin dirazout, hag ec'h eeunin an tosennoù, e torrin an dorojoù arem, e frikin ar sparloù houarn.


Me a stumm ar sklêrijenn, me a grou an deñvalijenn, me a ra an eurvad, me a grou ar gwalleur, me an AOTROU a ra kement-se.


Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, Sant Israel: Me eo an AOTROU da Zoue, a gelenn dit ar pezh a zo mat, hag a ren ac'hanout dre an hent a dleez kerzhout warnañ.


Ned eot ket er-maez gant hast, ha ne gerzhot ket en ur dec'hout, rak an AOTROU a yelo dirazoc'h, ha Doue Israel a vo ho kward a-dreñv.


Da holl vibien a vo kelennet gant an AOTROU, ha peoc'h da vibien a vo bras.


mar digorez da ene d'an naoneg, mar leuniez an ene glac'haret, neuze da sklêrijenn a savo e-kreiz an deñvalijenn, ha da deñvalijenn a vo evel ar c'hreisteiz.


Anvet e vint: ar bobl santel, dasprenidi an AOTROU, ha te a vo anvet: an hini glasket, ar gêr n'eo ket dilezet.


Ho frealziñ a raint pa ho po gwelet o hent hag o oberennoù. Neuze ec'h anavezot n'em bo ket graet hep abeg an holl bezh am eus graet dezhi, eme an Aotrou AOTROU.


Setu perak e tedennin anezhi, hag e rin dezhi mont d'ar gouelec'h, hag e komzin ouzh he c'halon.


Setu perak ez an da serriñ da hent gant spern. Sevel a rin ur voger, en doare ma ne gavo ket he gwenodennoù.


Klaskit an hini en deus graet ar Yarad-poñsined hag an Orion, an hini a dro teñvalijenn ar marv e gouloù-deiz, an hini a dro an deiz e noz teñval, an hini a c'halv doureier ar mor hag o skuilh war zremm an douar: An AOTROU eo e anv.


pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec’hienn a vo izelaet, ar pezh a zo gwariet a vo eeunaet, an hentoù torgennek a vo kompezet,


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


Rak gwechall e oac’h teñvalijenn, met bremañ oc’h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,


Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout.


Met bez' e vo un hedad, etre hi ha c'hwi, eus war-dro daou vil ilinad, evit na dostaiot ket outi. Evel-se e oueziot dre beseurt hent e vo ret deoc'h mont, rak n'hoc'h eus ket tremenet diagent dre an hent-mañ.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan