Neuze Moizez ha mibien Israel a ganas ar ganaouenn-mañ d'an AOTROU hag a lavarjont: Kanañ a rin d'an AOTROU , rak uhel bras eo en em savet. Taolet en deus er mor ar marc'h hag ar varc'hegerien.
rak an AOTROU en deus graet e c'hwec'h devezh an neñvoù, an douar, ar mor ha kement a zo enno, hag a ziskuizhas d'ar seizhvet deiz, setu perak en deus benniget an AOTROU deiz ar sabad hag e santelaet.
En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.
Kanit, o neñvoù! Rak an AOTROU en deus graet e oberenn. Youc'hit, o donderioù an douar! Laoskit kriadennoù a levenez, o menezioù, koadegoù hag holl wez a zo enno! Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob ha diskouezet e c'hloar en Israel.
It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.
Neñvoù, kanit gant joa! Douar, laouena! Menezioù, laoskit kriadennoù a levenez! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl, truez en deus bet ouzh e re c'hlac'haret.
Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.
Un niver bras a gañvaled a c'holoio da vro, dremedaled eus Madian hag eus Efa. Dont a raint holl eus Seba, o tegas aour hag ezañs, oc'h embann meuleudioù an AOTROU.
Emañ an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.
Setu an AOTROU a laka da glevout betek pennoù an douar: Lavarit da verc'h Sion: Setu ma teu da silvidigezh, emañ he gopr ganti, hag hec'h oberenn dirazi.
Int a gane evel ur c’hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c’helle deskiñ ar c’hantik nemet ar c’hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.
Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,