Ha n'eo ket te, hon Doue, an hini en deus diberc'hennet tud ar vro-mañ dirak da bobl Israel, hag en deus he roet da viken da lignez Abraham, a gare ac'hanout?
Rak an AOTROU en devo truez ouzh Jakob, dibab a raio Israel c'hoazh; adlakaat a raio anezho en o douar, an diavaezidi en em unano outo, hag en em stago ouzh ti Jakob.
Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.
Piv a zo dall nemet va servijer? Piv a zo bouzar evel ar c'hannad am eus kaset? Piv a zo dall evel an hini a voe leuniet a vadoù, dall evel servijer an AOTROU?
Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na'z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c'halvet em eus dre da anv, din-me out.
C'hwi a zo va zestoù, eme an AOTROU, gant va servijer am eus dibabet, evit anavezout, krediñ ha kompren, ez on me an hini hag a zo. N'eus ket bet a zoue graet a-raok din, ha ne vo ket war va lerc'h.
O Jakob, o Israel, az pez soñj a gement-mañ! Rak va servijer ez out. Da stummet em eus evit bezañ va servijer, o Israel! Ne vi ket ankounac’haet ganin.
A-dra-sur te eo hon tad. Pa ne oufe Abraham anv ebet deomp, pa n'anavezfe ket Israel ac'hanomp, AOTROU, te eo hon tad, hon dasprener, setu aze da anv a bep amzer.
Ha ne'c'h eus ket gwelet penaos he deus komzet ar bobl-mañ, o lavarout: An daou diegezh en doa an AOTROU dibabet, en deus taolet kuit? Evel-se e tisprizont va fobl en doare ma ne vefe ken ur vroad d'o daoulagad.
Perak eta al lezenn? Lakaet eo bet abalamour d’an disentidigezh, betek donedigezh al lignez a oa bet graet ar bromesa dezhi. Embannet eo bet dre aeled ha dre zorn un hanterour.
ha nemet ouzh da dadoù eo, en em stagas an AOTROU evit o c'harout. War o lerc'h, a-douez an holl bobloù, dibabet en deus ac'hanoc'h, o lignez, evel m'emañ hiziv.
Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.