Lavarit d'ar re nec'het o c'halon: Bezit kadarn, n'ho pet ket aon, setu ho Toue, ar veñjañs a zeuio, daskor Doue; dont a raio e-unan hag e tieubo ac'hanoc'h.
An engraver a galoneka an orfebour, an hini a lufr gant ar morzhol a galoneka an hini a sko war an annev, hag a lavar diwar-benn ar soudeür: Mat eo! Hag e stag al labour gant tachoù, evit na fiñv ket.
Ar gov a gemer ur vouc'hal, hag e labour gant glaou. Doareañ a ra gant morzholioù, labourat a ra dre nerzh e vrec'h, kement m'en deus naon ha ma'z eo dinerzh, n'ev ket a zour hag eo faezh.