Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 41:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An inizi o deus gwelet hag o deus bet aon. Pennoù an douar o deus krenet, tostaet o deus, deuet int.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 41:5
12 Iomraidhean Croise  

Ganto e voe poblet inizi ar broadoù en o douaroù, pep hini hervez e yezh, hervez o ziegezhioù, en o broadoù.


Sioulaat a ra trouz ar morioù, trouz o c'hoummoù ha ragach ar pobloù.


Hag ar re a zo o chom e pennoù an douar a zouj dirak da vurzhudoù. Lakaat a rez da ganañ gant levenez ar sav-heol hag ar c'huzh-heol.


Lavarit da Zoue: Pegen burzhudus eo da oberennoù! En abeg da vraster da nerzh, da enebourien a zeuio da blegañ dirazout.


An douar en deus roet e frouezh, Doue, hon Doue, a vennigo ac'hanomp.


Ar pobloù a glev hag a gren. Ar spont a grog en tud eus bro Filistined.


Inizi, tavit evit va selaou, ra gemero ar pobloù nerzhoù nevez, ra dostaint ha ra gomzint! Tostaomp a-gevret evit ar varnedigezh.


Sikouret en deus an eil egile, pep hini en deus lavaret d'e vreur: Kalon vat dit!


An inizi a gren en deiz da lamm, ya, inizi ar mor a zo spouronet diwar-benn da ziwezh.


Rak klevet hon eus penaos en deus disec'het an AOTROU doureier ar Mor Ruz pa'z oc'h aet kuit eus an Ejipt, hag ar pezh hoc'h eus graet da zaou roue an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan, e Sihon hag en Og, hag hoc'h eus lakaet da verz.


Pa glevas holl rouaned an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan war-zu ar c'huzh-heol, hag holl rouaned ar Gananeiz a oa e-kichen ar mor, penaos en doa disec'het an AOTROU doureier ar Jordan dirak mibien Israel ken na oant tremenet, o c'halonoù a deuzas ha ne voe ken a nerzh-kalon enno dirak mibien Israel.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan