Ra vo dastumet an holl vroadoù a-gevret, ra vo bodet ar pobloù. Piv en o zouez en deus disklêriet kement-se? Piv en deus lakaet da glevout an traoù tremenet? Ra zegasint o zestoù, ra en em reishaint, ra vint klevet, ra vo lavaret: Ar wirionez eo!
Disklêriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc'h! Piv en deus roet da glevout an traoù-se abaoe ar penn-kentañ, hag en deus o disklêriet abaoe pell 'zo? Ha n'eo ket me, an AOTROU? N'eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n'eus ket unan all estregedon.
Reiñ a rin dit an teñzorioù kuzhet, ar pinvidigezhioù ar muiañ skoachet, evit ma'c'h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c'halv ac'hanout dre da anv, me Doue Israel.
E zougen a reont, en sammont war o skoaz, en lakaont en e lec'h, hag e chomo eno hep fiñval eus e lec'h. Goude e youc'hint dezhañ, met ne responto ket ha ne saveteo ket eus an estrenvan.
Heñvel int ouzh ur peul krenn, ne gomzont ket, ret eo o dougen rak ne c'hellont ket kerzhout. N'ho pet ket aon razo, ne reont ket a zroug, evel ivez ne c'hellont ket ober a vad.
Met ma ne roit ket din da anavezout an huñvre, an hevelep setañs a skoio ac'hanoc'h holl. Rak hoc'h eus prientet un dra bennak faos ha touellus da lavarout din, o c'hortoz ma vo kemmet an amzer. Lavarit din eta an huñvre ha me a ouezo hag-eñ e c'hellot diskuliañ e zisklêriadenn.