Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 41:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Ra ziskouezint anezho, ra zisklêrint deomp ar pezh a dle c'hoarvezout, ra zisklêrint petra 'zo deuet da vezañ an traoù kentañ, evit ma taolimp evezh outo ha ma'c'h anavezimp o diwezh; lakait ac'hanomp da glevout an traoù da zont,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 41:22
11 Iomraidhean Croise  

Piv en deus henn disklêriet adalek ar penn-kentañ evit m'henn goufemp? Piv en deus henn lavaret en a-raok, ma lavarfemp: Reizh eo? Met den n'en deus henn disklêriet, den nen deus roet d'henn klevout, den n'en deus klevet ho kerioù.


Setu, c'hoarvezet eo an traoù kentañ hag e tisklêrian reoù nevez, hag o roan deoc'h da glevout a-raok m'en em gavint.


Piv a laka e vouezh da glevout eveldon abaoe ma em eus diazezet ar bobl gozh? Ra en disklêrio ha ra en prouo. Ra gemenno an amzer da zont hag an traoù a dle c'hoarvezout.


Disklêriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc'h! Piv en deus roet da glevout an traoù-se abaoe ar penn-kentañ, hag en deus o disklêriet abaoe pell 'zo? Ha n'eo ket me, an AOTROU? N'eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n'eus ket unan all estregedon.


Troit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.


Me a zisklêr an diwezh adalek ar penn-kentañ, hag an dazont abaoe pell. Me a lavar: Va mennad a zalc'ho, hag e rin kement a fell din.


En em vodit holl, ha selaouit: Pehini anezho en deus disklêriet an traoù-se? An AOTROU en deus e garet: eñ a gaso da benn e blijadur a-enep Babilon, e vrec'h a vo a-enep ar Galdeiz.


Disklêriet em eus abaoe pell 'zo an traoù kentañ, deuet int eus va genoù, o embannet em eus, souden em eus graet anezho, hag ez int c'hoarvezet.


Me en lavar deoc’h adalek bremañ, a-raok ma’c’h erruo an dra, evit pa c’hoarvezo, ma kredot emaon.


Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din ha ma en disklêrio deoc’h.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan