Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 41:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Tostait da zifenn ho kaoz, eme an AOTROU, diskouezit ho prouennoù, eme roue Jakob.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 41:21
12 Iomraidhean Croise  

Gouriz da lounezhi bremañ evel un den kalonek, rak da c'houlennata a rin hag am c'helenni.


Disklêriañ a rin dezhañ niver va c'hammedoù, tostaat a rin outañ evel ouzh ur priñs.


Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.


Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c'hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n'eus Doue all ebet estregedon.


Rak an AOTROU eo hor barner, an AOTROU eo hol lezennour, an AOTROU eo hor roue, eñ eo a savetaio ac'hanomp.


Inizi, tavit evit va selaou, ra gemero ar pobloù nerzhoù nevez, ra dostaint ha ra gomzint! Tostaomp a-gevret evit ar varnedigezh.


Ra vo dastumet an holl vroadoù a-gevret, ra vo bodet ar pobloù. Piv en o zouez en deus disklêriet kement-se? Piv en deus lakaet da glevout an traoù tremenet? Ra zegasint o zestoù, ra en em reishaint, ra vint klevet, ra vo lavaret: Ar wirionez eo!


Me eo an AOTROU, ho Sant, krouer Israel, ho Roue.


Me a zisklêr an diwezh adalek ar penn-kentañ, hag an dazont abaoe pell. Me a lavar: Va mennad a zalc'ho, hag e rin kement a fell din.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan