Izaia 41:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
18 Lakaat a rin stêrioù war al lec'hioù uhel, ha mammennoù e-kreiz an traoniennoù. Treiñ a rin ar gouelec'h e stank-dour, hag an douar sec'h e stivelloù.
Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.
Eno eo en em ziskouez an AOTROU en e veurded evidomp, bez' eo evel stêrioù, stêrioù-meur ledan, e-lec'h ne yelo ket ar bigi dre roeñvoù, e-lec'h ne dremeno ket al listri bras.
Skuilhañ a rin doureier war an hini en deus sec'hed, ha stêrioù war an douar disec'h. Skuilhañ a rin va Spered war da lignez, ha va bennozh war da ziskennidi.
N'o deus ket bet sec'hed p'en deus lakaet anezho da gerzhout dre ar gouelec'hioù, lakaet en deus da darzhañ evito dour eus ar roc'h, faoutet en deus ar roc'h ha ruilhet o deus an dourioù.
An AOTROU a reno ac'hanout dalc'hmat, e walc'h a roio da'z ene er sec'hded, reiñ a raio nerzh da'z eskern, hag e vi evel ul liorzh douraet, evel ur vammenn ha na vank ket he doureier.
Neuze evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, va servijerien a zebro ha c'hwi ho po naon, va servijerien a evo ha c'hwi ho po sec'hed, va servijerien a vo er joa ha c'hwi a vo er vezh,
En deiz-se e tevero ar menezioù a win, al laezh a ruilho war ar c'hrec'hiennoù, an dour a redo en holl wazhioù Juda. Un eienenn a zeuio er-maez eus ti an AOTROU hag a zouraio traonienn Sitim.
En deiz-se e c'hoarvezo ma vo doureier a vuhez o tont eus Jeruzalem, un hanter etrezek mor ar sav-heol, hag an hanter all etrezek mor ar c'huzh-heol. Hag e vo evel-se en hañv hag er goañv.
Doue a faoutas ur c'hev a oa e Lehi, ha doureier a zeuas er-maez. Evañ a reas, addont a reas e spered, hag ec'h advevas. Setu perak eo bet anvet al lec'h-se betek hiziv: En-Hakkore. E Lehi eo.