Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 41:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 O gwentañ a ri, an avel o c'haso anezho, ar barr-amzer o stlabezo. Ha te a laouenaio en AOTROU, hag e kavi da c'hloar e Sant Israel.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 41:16
31 Iomraidhean Croise  

Ne vo ket evel-se gant ar re zrouk; met e vint evel ar plouz a zo kaset pell gant an avel.


Youc'h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras ez kreiz eo Sant Israel.


Ar broadoù a ra safar evel ar safar eus kalz a zoureier, met Eñ a c'hourdrouz anezho, hag e tec'hont pell, kaset kuit evel plouz ar menezioù gant an avel, evel poultr gant ar barr-amzer.


En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.


En deiz-se e vo AOTROU an armeoù ur gurunenn skedus hag un talgen a c'hloar evit an nemorant eus e bobl,


Ar re a zo hegarat o devo en AOTROU levenez war levenez, hag ar beorien a-douez an dud a laouenaio e Sant Israel.


Maread da enebourien a vo evel poultrenn vunut, maread an dud c'halloudek evel plouz o nijal, hag e c'hoarvezo a-daol-trumm.


Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.


A-boan ma'z int plantet, a-boan ma'z int hadet, a-boan ma'z eo en em wriziennet en douar o c'hef, ma c'hwezh warno hag e tisec'hont, hag ar barr-amzer o c'has kuit evel plouz.


Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.


An heol ne vo ken da sklêrijenn e-pad an deiz, gouloù al loar ne sklêrijenno ket ac'hanout, met an AOTROU a vo evidout ur sklêrijenn beurbadus, ha da Zoue a vo da c'hloar.


Laouenait ha bezit el levenez da viken en abeg d'ar pezh emaon o krouiñ. Rak setu, emaon o krouiñ Jeruzalem evit al levenez hag he fobl evit ar joa.


O gwentañ a rin gant ur c'hrouer ouzh dorojoù ar vro, o dirannañ a rin eus mibien, va fobl a gasin da goll, rak ne zistroont ket diwar o hentoù.


Hag e kasan a-enep Babilon gwenterien a wento anezhi hag a c'houllondero he bro. Dont a raint warni a bep tu, en deiz ar gwalleur.


Bet out ur morzhol din, ur benveg a vrezel, drezout em eus brevet broadoù, drezout em eus distrujet rouantelezhioù,


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Merc'h Babilon a zo evel ul leur en amzer ma vez mac'het, c'hoazh un nebeudig hag e teuio amzer hec'h eost.


Neuze an houarn, ar pri, an arem, an arc'hant hag an aour a voe bruzunet a-gevret, hag e teujont da vezañ evel plouz eus al leur en hañv, kaset kuit gant an avel, ha ne vanas netra diouto. Met ar maen en doe skoet gant an delwenn a zeuas da vezañ ur menez bras, hag a leunias an douar holl.


Ne rin ket hervez tan va c'hounnar, ha ne zistroin ket da zistrujañ Efraim, rak Doue ez on ha nann un den. Ar Sant ez on ez kreiz, ne zistroin ket gant fulor.


Ha c'hwi, mibien Sion, tridit ha laouenait en AOTROU ho Toue, rak e ro deoc'h glav ar c'hentañ amzer hervez an direizhder, hag e kas deoc'h ur glav fonnus eus ar c'hentañ hag eus an diwezhañ amzer, evel gwechall.


Ha nemorant Jakob a vo e-kreiz ar broadoù, e-touez pobloù niverus, evel ul leon e-touez loened ar goadeg, evel ul leon yaouank e-touez tropelloù deñved, a vac'h hag a ziframm pa dremen, ha den ne zieub.


Koulskoude me a vo laouen en AOTROU, me a drido e Doue eus va silvidigezh.


E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.


N’eo ket kement-se hepken, met c’hoazh e kavomp gloar e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet bremañ an adunvanidigezh drezañ.


Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan