Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.
Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet komzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Evel-henn e komz an AOTROU, ho tasprener, Sant Israel: Abalamour deoc'h em eus kaset tud a-enep Babilon, ha lakaet anezho holl da vezañ tec'hidi, ha youc'h ar Galdeiz a zo klevet war al listri.
Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, an hini en deus da stummet adalek ar c'hof: Me eo an AOTROU, an hini a ra an holl draoù, an hini en deus astennet an neñvoù ha kompezet an douar, eñ e-unan.
Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, Sant Israel: Me eo an AOTROU da Zoue, a gelenn dit ar pezh a zo mat, hag a ren ac'hanout dre an hent a dleez kerzhout warnañ.
Lakaat a rin da waskerien da zebriñ o c'hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.
Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.
A-dra-sur te eo hon tad. Pa ne oufe Abraham anv ebet deomp, pa n'anavezfe ket Israel ac'hanomp, AOTROU, te eo hon tad, hon dasprener, setu aze da anv a bep amzer.
Ha te, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, na spont ket, Israel! Rak setu, me a zieubo ac'hanout eus un douar pell, ha da lignez eus bro o harlu. Jakob a zistroio hag a vo en diskuizh hag en e aes.
Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, Daniel, rak adalek an deiz ma ec'h eus kemeret a galon da gompren ha da nec'hiñ dirak da Zoue, da gomzoù a zo bet selaouet, hag en abeg da'z komzoù ez on deuet.
Ne rin ket hervez tan va c'hounnar, ha ne zistroin ket da zistrujañ Efraim, rak Doue ez on ha nann un den. Ar Sant ez on ez kreiz, ne zistroin ket gant fulor.
Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,
N'eo ket abalamour ma'z oc'h niverusoc'h eget ar pobloù all eo en em staget an AOTROU ouzhoc'h hag en deus ho tibabet, rak ez oc'h an hini bihanañ eus an holl bobloù.
Met ar menez a vo dit, ur goadeg eo, hag e troc'hi anezhi, hag he dibennoù a vo dit, rak e kasi kuit ar Gananeiz, petra bennak m'o deus kirri houarn ha petra bennak ma'z int kreñv.
Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,