Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, chomit aze ha gwelit ar silvidigezh a vo roet deoc'h hiziv gant an AOTROU , rak an Ejipsianed a welit hiziv, ne welot anezho mui biken.
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Me an AOTROU am eus da c'halvet evit ar reizhder; kregiñ a rin ez torn, da ziwall a rin, me a raio dit bezañ un emglev d'ar bobl, ur sklêrijenn d'ar broadoù,
Evel-henn e komz an AOTROU ouzh e olevad, ouzh Kiruz, an hini am eus kroget en e zorn dehou, evit mestroniañ dirazañ ar broadoù, evit dizeren gourizoù ar rouaned, evit digeriñ dirazañ an dorojoù, hag an dorojoù ne vint ket serret:
Te eta, va servijer Jakob, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, na spont ket, Israel! Rak setu, e tieubin ac'hanout eus an douar pell, ha da lignez eus bro an harlu. Hag e tistroio Jakob, hag e vo sioul hag e peoc'h, ha ne vo den da spontañ anezhañ.
Ha te, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, na spont ket, Israel! Rak setu, me a zieubo ac'hanout eus un douar pell, ha da lignez eus bro o harlu. Jakob a zistroio hag a vo en diskuizh hag en e aes.
Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.