Gant an abardaez e teu ur spouron trumm; a-raok ar mintin, n'emaint ken. Evel-se eo lodenn ar re a ziwisk ac'hanomp, ha tonkad ar re a breizh ac'hanomp.
Evel ma huñvre un den marnaoniet emañ o tebriñ, ha pa zihun e ene a zo goullo, evel ma huñvre un den sec'hedet emañ oc'h evañ, ha pa zihun ez eo dinerzh hag e ene a zo langisus, evel-se e vo gant maread an holl vroadoù a vrezelo a-enep Menez Sion.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ya, lamet e vo digant an den kreñv ar re a zo dalc'het gantañ, ha tennet e vo e breizh digant an den spontus, rak me a dabuto a-enep da enebourien, me a zieubo da vibien.
Setu, en amzer-se em bo d'ober gant da holl waskerien. Dieubiñ a rin ar gammed, dastum a rin a re a zo bet kaset kuit. Hag e rin anezho un abeg a veuleudi hag a enor en holl vroioù ma'z int bet dismegañset enno.