Izaia 41:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
10 Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
An AOTROU en em ziskouezas dezhañ en noz-se hag a lavaras: Me eo Doue Abraham da dad. Na'z pez ket aon, rak e vin ganit hag e vennigin ac'hanout hag e kreskin da lignez abalamour da Abraham va servijer.
Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc'h, Peoc'h dit! Ha peoc'h d'ar re a skoazell ac'hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoù.
Ne vo ket deoc'h da stourm a-enep dezho, kit hag en em zalc'hit eno, ha gwelit ar silvidigezh ez a an AOTROU da reiñ deoc'h. Juda ha Jeruzalem, n'ho pet ket aon ha na spontit ket! Warc'hoazh, kit en arbenn dezho, hag an AOTROU a vo ganeoc'h.
Gantañ emañ brec'h ar c'hig, met ganeomp emañ an AOTROU hon Doue, evit hor sikour hag evit brezeliñ en hor brezel. Hag ar bobl en em fizias war gomzoù Ezekiaz roue Juda.
Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, chomit aze ha gwelit ar silvidigezh a vo roet deoc'h hiziv gant an AOTROU , rak an Ejipsianed a welit hiziv, ne welot anezho mui biken.
Lavarit d'ar re nec'het o c'halon: Bezit kadarn, n'ho pet ket aon, setu ho Toue, ar veñjañs a zeuio, daskor Doue; dont a raio e-unan hag e tieubo ac'hanoc'h.
Izaia a lavaras dezho: Evel-henn e komzot d'ho mestr: Evel-henn e komz an AOTROU: Na'z pez ket aon rak ar c'homzoù ec'h eus klevet, hag o deus va dismegañset drezo servijerien roue Asiria.
Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da graet ha stummet adalek kof da vamm, an hini a zo da sikour: Na'z pez ket aon, o Jakob va servijer, ha Jeshurun am eus dibabet!
Evel-henn e komz an AOTROU: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus en deiz ar silvidigezh; da ziwall a rin, da lakaat a rin da vezañ va emglev gant ar bobl, evit adsevel ar vro, evit lodennañ an hêrezhioù dismantret,
Pegen kaer eo war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, a embann ar peoc'h, a zegas keleier mat diwar-benn ar gwellañ, a embann ar silvidigezh, hag a lavar da Sion: Emañ da Zoue o ren!
An heol ne vo ken da sklêrijenn e-pad an deiz, gouloù al loar ne sklêrijenno ket ac'hanout, met an AOTROU a vo evidout ur sklêrijenn beurbadus, ha da Zoue a vo da c'hloar.
Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, Daniel, rak adalek an deiz ma ec'h eus kemeret a galon da gompren ha da nec'hiñ dirak da Zoue, da gomzoù a zo bet selaouet, hag en abeg da'z komzoù ez on deuet.
Neuze ar roue a c'hourc'hemennas degas Daniel hag e deurel e foz al leoned. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Ra zieubo ac'hanout an Doue a servijez hep paouez.
Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.
An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.
ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc’h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennañ a rin gloar eta kentoc’h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon.
Pa'z i d'ar brezel a-enep da enebourien, hag e weli kezeg, kirri hag ur bobl niverusoc'h egedout, na'z po ket aon razo, an AOTROU da Zoue a vo ganit, eñ hag en deus graet dit pignat eus bro Ejipt.