Deuit ha divizomp! eme an AOTROU. Pa vefe ho pec'hedoù evel ar ruz-moug, e teuint gwenn evel an erc'h, ha pa vefent ruz evel al limestra, e teuint evel gloan.
En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.
met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a nevesa o nerzh, divaskell a zeu dezho evel d'an erered; redek a reont ha ne skuizhont ket, kerzhout a reont ha ne faezhont ket.
Ra vo dastumet an holl vroadoù a-gevret, ra vo bodet ar pobloù. Piv en o zouez en deus disklêriet kement-se? Piv en deus lakaet da glevout an traoù tremenet? Ra zegasint o zestoù, ra en em reishaint, ra vint klevet, ra vo lavaret: Ar wirionez eo!
Tostait ouzhin ha selaouit kement-mañ: Abaoe ar penn-kentañ ne'm eus ket komzet e kuzh, abaoe m'eo c'hoarvezet an dra edon eno. Ha bremañ an Aotrou AOTROU hag e Spered a gas ac'hanon.