Hag evidon-me setu an emglev a rin ganto, eme an AOTROU, va Spered hag a zo warnout ha va c'homzoù am eus lakaet ez kenoù, ned aint ket kuit eus da c'henoù nag eus genoù da lignez, nag eus genoù lignez da lignez, eme an AOTROU, adalek bremañ ha da viken.
Ha kement-mañ a servijo da arouez deoc'h, eme an AOTROU, ma kastizin ac'hanoc'h el lec'h-mañ, evit ma ouiot e vo sevenet a-dra-sur va c'homzoù evit ho kwalleur.
Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.
Rak, me a lavar deoc’h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc’hraet holl.
Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C’hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?