Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 40:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ar geot a zisec'h hag ar bleuñv a gouezh, pa dremen warno Spered an AOTROU; a-dra-sur, evel geot eo ar bobl.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 40:7
15 Iomraidhean Croise  

Evel ur vleunienn e tifluk hag eo troc'het; evel ur skeud e tec'h ha ne bad ket.


Diskaret int dre c'hwezhadenn Doue, lonket int dre avel e zivfron.


E anal a enaou glaouennoù, ur flamm a zeu er-maez eus e c'henoù.


Rak va deizioù a ya evel ar moged, ha va eskern a zo devet evel un oaled.


Deizioù an den a zo evel ar geot. Bleuniañ a ra evel bleuñv ar parkeier,


an avel o vezañ tremenet warnañ, n'emañ ken, ha n'eo ken anavezet gant al lec'h m'edo.


O c'has a rez evel un huñvre, diouzh ar mintin emaint evel ur c'heotenn a dremen,


bleuniañ a ra d'ar mintin hag e weñv, d'abardaez e vez troc'het hag e sec'h.


Met ar beorien a varno gant reizhder, hag e roio e soñj diwar-benn ezhommeien an douar gant eeunder; skeiñ a raio ouzh an douar gant gwialenn e c'henoù, hag e lakaio d'ar marv an den fall gant c'hwezh e vuzelloù.


O zud a zo dinerzhet, spouronet ha mezhek. Deuet int evel geot ar parkeier hag evel ar c'hlasvez tener, evel foenn an toennoù, evel an ed devet a-raok ma vefe stummet e gorz.


A-boan ma'z int plantet, a-boan ma'z int hadet, a-boan ma'z eo en em wriziennet en douar o c'hef, ma c'hwezh warno hag e tisec'hont, hag ar barr-amzer o c'has kuit evel plouz.


Me eo, me eo an hini a frealz ac'hanoc'h. Piv out-te evit kaout aon rak un den marvel, rak ur mab-den a zeuio da vezañ evel geot?


Gortoz a raec'h kalz, ha setu nebeut eo bet! E gaset hoc'h eus d'ar gêr, met c'hwezhet em eus warnañ. Perak? eme AOTROU an armeoù. En abeg da'm zi, dre ma'z eo gwastet, e-pad ma hast pep hini evit e di e-unan.


hag an hini pinvidik pa vez izelaet, rak tremen a raio evel bleuñv ar geot.


Savet eo an heol gant e dommder, sec’het en deus ar c’heotenn, kouezhet eo he bleuñvenn ha kaerder he neuz a zo kollet. Evel-se e weñvo ar pinvidig en e hentoù.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan