Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 40:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ur vouezh a lavar: Youc'h! Hag e voe respontet: Petra a youc'hin? Pep kig a zo evel ar geot, hag e holl gaerded evel bleuñv ar parkeier.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 40:6
17 Iomraidhean Croise  

Evel ur vleunienn e tifluk hag eo troc'het; evel ur skeud e tec'h ha ne bad ket.


en abeg da'z kounnar ha da'z fulor. Rak va c'hemeret ha taolet pell ec'h eus.


An den diskiant n'anavez netra enno, hag an hini diboell ne gompren ket


Youc'h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras ez kreiz eo Sant Israel.


O zud a zo dinerzhet, spouronet ha mezhek. Deuet int evel geot ar parkeier hag evel ar c'hlasvez tener, evel foenn an toennoù, evel an ed devet a-raok ma vefe stummet e gorz.


Ur vouezh a gri er gouelec'h: Kempennit hent an AOTROU, grit eeun ur wenodenn er blaenenn evit hon Doue;


Me eo, me eo an hini a frealz ac'hanoc'h. Piv out-te evit kaout aon rak un den marvel, rak ur mab-den a zeuio da vezañ evel geot?


Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù.


Kae ha youc'h ouzh divskouarn Jeruzalem, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Soñj am eus ac'hanout, eus hegarated da yaouankiz, eus karantez da zimeziñ, pa zeues war va lerc'h er gouelec'h, en un douar na veze ket hadet.


Rak un deiz a vo ma krio ar warded war venez Efraim: Savit ha pignomp da Sion etrezek an AOTROU hon Doue!


Sonit ar shofar e Gibea, sonit an drompilh e Rama, laoskit kriadennoù e Betaven, emaomp war da lerc'h, Benjamin!


Neuze an ael a gomze ouzhin a lavaras din: Kri ha lavar: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Fromet on evit Jeruzalem hag evit Sion gant ur warizi vras,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan