Izaia 40:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha pep krec'hienn a vo izelaet, al lec'hioù gwariet a vo eeunaet, al lec'hioù torgennek a zeuio da vezañ plaenennoù;
Ra savo o mouezh ar gouelec'h hag e gêrioù, hag ar c'hêriadennoù m'emañ o chom Kedar enno! Ra gano tud ar reier gant levenez! Ra vo laosket kriadennoù a levenez eus lein ar menezioù!
Holl wez ar parkeier a ouezo ez eo me an AOTROU am bo izelaet ar wezenn uhel, uhelaet ar wezenn izel, ha lakaet da zisec'hañ ar wezenn c'hlas ha da c'hlasaat ar wezenn sec'h. Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin.
Rak roue Babilon en em zalc'h e kroashent, e penn an daou hent, evit ober divinerezh. Hejañ a ra ar biroù, goulennata a ra an terafim, sellout a ra ouzh an avu.
Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.
Adsevel a ra ar paour eus ar poultr, tennañ a ra an ezhommeg diwar an teil, evit e lakaat da azezañ gant ar briñsed, hag e ro dezo da hêrezh un tron a c'hloar. Rak peulioù an douar a zo d'an AOTROU , ha lakaet en deus warno ar bed.