Ne ri ket dit na skeudenn gizellet, na taolennadur eus an traoù a zo d'an nec'h en neñvoù, a zo d'an traoñ war an douar, hag a zo en doureier dindan an douar;
Eñ a respontas: A-benn warc'hoazh. Ha Moizez a lavaras: Graet e vo hervez da gomz, evit ma ouezi penaos n'eus hini ebet heñvel ouzh an AOTROU hon Doue.
rak ar wech-mañ e kasin va holl c'houlioù war da galon, war da servijerien ha war da bobl, evit ma ouezi penaos n'eus hini ebet heñvel ouzhin war an douar holl.
Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.
O vezañ eta eus lignez Doue, ne dleomp ket krediñ ez eo an doueelezh heñvel ouzh aour pe ouzh arc’hant pe ouzh maen, kizellet gant arz hag ijin an den.
Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.