Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 40:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Piv en deus muzuliet gant e voz an doureier? Piv en deus mentet gant ar rahouenn an neñvoù? Piv en deus dastumet en ur muzul poultr an douar? Piv en deus pouezet er c'hroched ar menezioù, hag ar c'hrec'hioù gant ar valañs?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 40:12
12 Iomraidhean Croise  

Pa roe d'an avel e bouez, pa vuzulie an doureier dre gementadoù,


Piv a zo pignet d'an neñvoù ha piv a zo diskennet ac'hane? Piv en deus dastumet an avel en e zaouarn? Piv en deus dalc'het an doureier en e wiskamant? Piv en deus diazezet holl harzoù an douar? Pe anv en deus? Pehini eo anv e vab? Hag e c'hellez henn lavarout?


Va dorn en deus diazezet an douar, ha va zu dehou en deus astennet an neñvoù; o gervel a ran, hag en em ziskouezont a-gevret.


Evel-henn e komz an AOTROU: Mar gell an neñvoù en nec'h bezañ muzuliet, mar gell diazezoù an douar en traoñ bezañ furchet, neuze e taolin kuit holl ouenn Israel, en abeg da gement o deus graet, eme an AOTROU.


Rak setu amañ an hini a ra ar menezioù hag a grou an avel, a zisklêri d'an den pehini eo e soñj, a ra ar mintin hag an deñvalijenn, a gerzh war uhelderioù an douar: An AOTROU, Doue an armeoù, eo e anv.


Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan