Jakob a lavaras: Va aotrou a oar penaos ar vugale a zo tener, ha bec'hiet on a zeñved hag a saout a ro da zenañ; ma vint kaset re vuan, an holl zeñved a varvfe.
Hag e voe dalc'het soñj eus an deizioù a wechall, eus Moizez hag eus e bobl: Pelec'h emañ an hini en deus lakaet anezho da bignat eus ar mor gant mesaer e dropell? Pelec'h emañ an hini a lakaas en o c'hreiz e Spered-Santel,
Broadoù, selaouit komz an AOTROU, he c'hemennit d'an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mêsaer e dropell.
Setu ez an d'o degas eus bro an hanternoz ha d'o dastum eus pennoù an douar, an dall hag ar c'hamm, ar vaouez dougerez hag an hini a c'han, a-gevret, a vo en o zouez; distreiñ a raint amañ en un engroez bras.
Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.
Mab an den, profediñ a ri a-enep mêsaerien Israel, profediñ a ri hag e lavari d'ar vêsaerien-se: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur da vêsaerien Israel na beuront nemeto o-unan! Ha ne vefe ket ret d'ar vêsaerien peuriñ an tropell?
David va servijer a vo o roue, hag o devo holl ur mesaer hepken. Kerzhout a raint hervez va barnedigezhioù, hag e virint va reolennoù evit ober diouto.
Eñ a vo en e sav, hag a reno gant sikour nerzh an AOTROU, gant meurded anv an AOTROU e Zoue. Chom a raint e peoc'h, rak meulet e vo betek pennoù pellañ an douar.
Mesa da bobl gant da wialenn, tropell da hêrezh a zo o chom e-unan er goadeg e-kreiz ar C'harmel. Ra beurint e Basan hag e Galaad, evel en deizioù gwechall.
Ha lakaat a ris da beuriñ an deñved dileuriet evit ar gigerezh, e gwirionez ar re baourañ eus an tropell. Hag e kemeris div walenn, am eus anvet unan Kaerder hag eben Unaniezh, hag e lakais an deñved da beuriñ.
Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.