Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
Setu, unan nerzhus ha kreñv 'zo gant an AOTROU, unan heñvel ouzh un arnev grizilh, heñvel ouzh un tarzh-avel distrujus, heñvel ouzh ur barrad-amzer gant doureier bras o liñvañ; teurel a ra kement-se d'an douar gant e zorn.
Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.
Ar wirionez zoken a zeu da vankout, hag an neb en em denn eus an droug a zo preizhet. An AOTROU en deus gwelet kement-se, ha displijet eo bet gant an diouer a varnedigezh.
Gwelet en deus ivez na oa den ebet, souezhet eo bet na oa den da erbediñ. Neuze e vrec'h en deus degaset ar silvidigezh, hag e reizhder en deus roet harp.
Setu an AOTROU a laka da glevout betek pennoù an douar: Lavarit da verc'h Sion: Setu ma teu da silvidigezh, emañ he gopr ganti, hag hec'h oberenn dirazi.
Sellet em eus, ha ne oa den da'm sikour. Souezhet on bet na oa den da'm harpañ. Neuze va brec'h en deus degaset ar silvidigezh, ha va fulor en deus roet harp.
Evel-henn e komz an AOTROU: Harz ouzh da vouezh a ouelañ, hag ouzh da zaoulagad a skuilhañ daeroù, rak ur gopr a vo evit da labour, eme an AOTROU. Distreiñ a raint eus bro an enebour.
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
Pa o deus eta ar vugale lod er c’hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul,
An hini a ra ar pec’hed a zo eus an diaoul, rak an diaoul a bec’h adalek ar penn-kentañ. Evit kement-mañ eo en em ziskouezet Mab Doue: evit distrujañ oberoù an diaoul.
Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.