Setu ez an da zastum ac'hanout gant da dadoù, hag e vi dastumet e peoc'h ez pez, ha da zaoulagad ne welint ket an holl zroug ez an da lakaat da vont war al lec'h-mañ ha war e dud. Hag e tegasjont ar gomz-se d'ar roue.
hag e lavaras: En noazh ez on deuet eus kof va mamm, hag en noazh e tistroin di. An AOTROU en deus roet, an AOTROU en deus lamet. Ra vo anv an AOTROU benniget!
Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Yun ar pevare miz, yun ar pempvet miz, yun ar seizhvet miz, ha yun an dekvet miz, a zeuio da vezañ evit ti Juda plijusted ha levenez, ha gouelioù a laouenidigezh. Met karit ar wirionez hag ar peoc'h.