Neuze Jojakin roue Juda a yeas da gavout roue Babilon, gant e vamm, e servijerien, e bennoù hag e spazhidi. Roue Babilon a gemeras anezhañ en eizhvet bloaz eus e ren.
Evel-se e harluas Jojakin da Vabilon, gant mamm ar roue, gwragez ar roue, hag e spazhidi. Hag e kasas d'an harlu eus Jeruzalem da Vabilon holl dud c'halloudek ar vro.
Neuze an AOTROU a gasas a-enep dezho pennoù arme roue Asiria, a dapas Manase evit e lakaat ouzh an hern, hag e voe ereet gant ur chadenn arem doubl, hag e voe kaset da Vabilon.
Da zistro bloaz ar roue Nebukadnezar a gasas tud da gerc'hat ha da zegas anezhañ da Vabilon gant listri prizius ti an AOTROU. Hag e lakaas Sedesia e vreur da roue war Juda ha war Jeruzalem.
Nebukadnezar a zegasas da Vabilon an nemorant lezet gant ar c'hleze; hag e voent sklavourien dezhañ ha d'e vibien, betek aotrouniezh rouantelezh Persia,