Izaia 39:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
6 Setu e teuio an deizioù ma vo dezouget da Vabilon kement a zo ez ti hag ar pezh o deus da dadoù dastumet en o zeñzorioù betek hiziv. Ne vano netra, eme an AOTROU.
Hag e tennas ac'hane holl deñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue, hag e lakaas a-dammoù an holl draoù aour en doa graet Salomon roue Israel evit templ an AOTROU, evel m'en doa lavaret an AOTROU.
Da zistro bloaz ar roue Nebukadnezar a gasas tud da gerc'hat ha da zegas anezhañ da Vabilon gant listri prizius ti an AOTROU. Hag e lakaas Sedesia e vreur da roue war Juda ha war Jeruzalem.
Me a roio holl binvidigezhioù ar gêr-mañ, hec'h holl labour, hec'h holl draoù prizius, me a roio holl deñzorioù rouaned Juda etre daouarn o enebourien, a breizho anezho, a gemero anezho, hag a gaso anezho da Vabilon.
An AOTROU a lakaas etre e zaouarn Jojakim roue Juda ha darn eus listri ti Doue, a gasas da vro Shinear, da di e zoue. Lakaat a reas al listri-mañ e ti teñzor e zoue.