Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 39:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 En amzer-se Merodak-Baladan mab Baladan, roue Babilon, a gasas ul lizher gant ur prof da Ezekiaz, rak en doa gouezet e oa bet klañv hag e oa yac'haet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 39:1
11 Iomraidhean Croise  

David a lavaras: Madelezhus e vin e-keñver Hanun mab Nakash, evel m'eo bet e dad madelezhus em c'heñver. David a gasas e servijerien evit e frealziñ diwar-benn e dad. Ha servijerien David a zeuas da vro mibien Ammon.


hag e kasas Joram e vab etrezek ar roue David evit saludiñ anezhañ hag e veuliñ eus m'en doa graet brezel a-enep Hadadezer hag e drec'het. Rak Hadadezer a oa bet en ur brezel kendalc'hus gant Toi, hag e kasas listri arc'hant, listri aour ha listri arem.


Kalz a dud a gasas profoù d'an AOTROU, da Jeruzalem, ha traoù prizius da Ezekiaz roue Juda, en doare ma voe uhelaet dirak daoulagad an holl vroadoù goude-se.


Met Ezekiaz ne voe ket anaoudek eus ar vadelezh en doa resevet, rak e galon a savas. Hag e voe kounnar a-enep dezhañ, hag a-enep Juda ha Jeruzalem.


Ha pa gasas pennoù roue Babilon kannaded etrezek ennañ evit klevout diwar-benn ar burzhud a oa en em gavet er vro, Doue a zilezas anezhañ evit e amprouiñ, e-sell da c'houzout ar pezh a oa en e galon.


Diougan diwar-benn Babilon, en deus gwelet Izaia mab Amoz.


Babilon, klod ar rouantelezhioù, kinklerezh ha lorc'h ar Galdeiz, a vo evel Sodom ha Gomora pa voent distrujet gant Doue.


e tistagi ar c'hrennlavar-mañ a-enep roue Babilon, hag e lavari: Penaos en deus echuet ar gwasker? Penaos en deus echuet c'hoantidigezh an aour?


Setu bro ar Galdeiz, ar re ha ne oant ket ur bobl gwechall; Ashur a roas ar vro-se da dud ar gouelec'h. Sevel a rejont tourioù, distrujañ a rejont palezioù Tir, he lakaat a rejont en distruj.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan