Neuze ar roue Ezekiaz hag ar pennoù a lavaras d'al Levited meuliñ an AOTROU gant komzoù David hag Azaf ar gwelour. Hag e veuljont anezhañ gant kalz a levenez, hag e taoublegjont hag e stoujont.
D'ar mestr-kaner; salm David, servijer an AOTROU, a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.
Emaon o vont da lakaat da souzañ en-adreñv a zek derez skeud an derezioù en deus dija diskennet war horolaj-heol Akaz. Hag e kilas an heol eus dek derez diwar an derezioù en doa dija diskennet.
Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.