6 Me a zieubo ac'hanout, te hag ar gêr-mañ, diouzh dorn roue Asiria, hag e tiwallin ar gêr-mañ.
Evel-se an AOTROU a saveteas Ezekiaz ha tud Jeruzalem diouzh dorn Sankerib roue Asiria, ha diouzh dorn an holl, hag e tiwallas anezho a bep tu.
Youc'h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras ez kreiz eo Sant Israel.
Diwall a rin kêr hag he savetein, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.
Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.