Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 38:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 AOTROU, dre eno eo ar vuhez, aze emañ buhez va spered. Yac'haat a rez ac'hanon, reiñ a rez din da vevañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 38:16
14 Iomraidhean Croise  

Va ene a zo staget ouzh ar poultr. Gra din advevañ hervez da gomz!


Mat eo din bezañ bet glac'haret, evit ma teskin da reolennoù.


Gouzout a ran, o AOTROU, n'int da varnedigezhioù nemet reizhder, hag ec'h eus va glac'haret hervez da fealded.


AOTROU va Doue, kriet em eus dit hag ec'h eus va yac'haet.


AOTROU, selaou va fedenn ha ro da skouarn da'm c'hriadenn, na chom ket bouzar da'm daeroù! Rak un diavaeziad on ez ti, ur beajour evel va holl dadoù.


Va lakaet ec'h eus da welout meur a estrenvan ha meur a boan, hag e tistroez da reiñ ar vuhez din, ha va lakaez da bignat er-maez eus donderioù an douar.


Deuet out a-ziarbenn d'an hini a laouena oc'h ober ar reizhder, ha d'ar re a gerzh ez hentoù o kaout soñj ac'hanout. Setu, erezet out bet rak pec'het hon eus abaoe pell, met salvet e vimp.


Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue.


Met pa’z omp barnet, omp kastizet gant an Aotrou, evit na vimp ket kondaonet asambles gant ar bed.


Rak hor glac’har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c’hloar peurbadus ha meurbet gwelloc’h,


Da izelaet en deus ha da lezet da gaout naon, met roet en deus dit da zebriñ ar mann, n'anavezes ket ha n'anaveze ket da dadoù, evit reiñ da c'houzout dit penaos an den ne vev ket gant bara hepken, met penaos an den a vev gant kement a zeu eus genoù an AOTROU.


A-hend-all hon tadoù hervez ar c’hig o deus hor c’hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc’h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan