Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Izaia 38:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Va chomaj a zo lamet diganin evel teltenn ur mesaer, troc'het eo va buhez evel al lien a zistag ar gwiader diouzh ar stern; diouzh ar mintin d'an noz ez po va lamet kuit.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Izaia 38:12
20 Iomraidhean Croise  

Evel ur vleunienn e tifluk hag eo troc'het; evel ur skeud e tec'h ha ne bad ket.


Va spered a vank, va deizioù a zo mouget, ar bez am gortoz.


A vintin da noz ez int distrujet, hep den d'ober van, e kouezhont evit biken.


Ra blijo gant Doue va distrujañ, ra lezo e zorn da vont da'm falc'hat!


en abeg da'z kounnar ha da'z fulor. Rak va c'hemeret ha taolet pell ec'h eus.


Ar re c'halloudek zoken a zo azezet hag o deus komzet em enep, met da servijer a breder war da reolennoù.


Benniget ra vo an AOTROU! Rak diskouezet en deus e vadelezh em c'heñver, ha va lakaet evel en ur c'hreñvlec'h.


rak skoet on bemdez, va c'hastiz a zistro bep mintin.


O c'has a rez evel un huñvre, diouzh ar mintin emaint evel ur c'heotenn a dremen,


Merc'h Sion a zo chomet, evel ul lochenn en ur winieg, evel ul logell en ur park kokombrez, evel ur gêr kelc'hiet.


Ne vo biken tud o chom enni, ne vo ken annezet a oad da oad. An Arab ne savo ken e deltenn enni, ar vesaerien ne lakaint ken o loened da ziskuizhañ eno.


Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec’h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n’eo ket graet gant dorn an den.


E-pad ma’z emaomp en tabernakl-mañ, e huanadomp dindan ar bec’h, abalamour ma fell deomp, nann bezañ diwisket, met bezañ gwisket, evit ma vo ar pezh a zo marvel lonket gant ar vuhez.


te a rollo anezho evel ur vantell hag e vint cheñchet, met te eo an hevelep hini ha da vloavezhioù n’echuint ket.


N’ouzoc’h ket petra a vo warc’hoazh. Rak petra eo ho puhez? N’eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec’h goude.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan